Porched Plouziri (Jean le Bescont)
|
| Arz / micher Pennsavour, embreger ha mestr piker-mein |
| Buhezskrid Prantad labour : etre 1650 ha 1685. Stalioù-labour e Karaez ha Landerne. |
| Oberennoù E traoñienn an Elorn : <> Sant-Tegoneg - E-pad al labourioù evit brasaat an iliz (1650) e voe tailhet prenestradurioù kazel an hanternoz e stalioù-labour Jean le Bescont ha lakaet en o flas e 1651. Fiziet e voe savadur kazel ar c’hreisteiz ennañ ivez hag al labourioù a badas eus 1652 betek 1656. <> Plouziri – Iliz : ar porched (1665). <> Landerne – Iliz Sant-Tomaz : Ouzhpennet e 1668-1669 gant Jean Le Bescont et Yves Le Guiriec : ur chapel e tu ar gevred hag ar sakristiri stag outi. <> Lokmelar – Iliz : savadur ar penn-iliz. Peurrest e varc’had paeet e 1681. <> Sant-Tegoneg – Jean le Bescont gant artizaned all : ar garnel, etre 1676 ha 1682. <> Lokmelar – Iliz : Kizellet e vefe bet ebestel ar porched gantañ. <> Dirinonn – Iliz : porched : an ebestel. <> Plouziri – Iliz : ur piñsin dour benniget (1680) <> Ar Merzher – Iliz : piñsin dour benniget (1681) |