An nor all evit mont e-barzh an iliz eo ar chapel-vadeziñ, un nor arouezel ha speredel evel-just, da lavaret eo, un nor hag a sko en ul lec’h sakr all e diabarzh an iliz.

Betek kreiz an XXvet kantved e oa ar chapel-vadeziñ ul lec’h dibar a-raok bezañ dilezel en abeg d’ar boazioù liderezh nevez. Miret eo bet avat evit plijadur ar sell.

E framm en e-bezh zo peurheñvel ouzh hini Plouziri : « ur c’hinkladur barok mestroniet mat », « peder c’holonenn gant fustoù lintret ha togennoù korintiek », ur gaer a rizenn e stumm un hantergelc’h o skorañ troellennoù eilpennek.

War-lein ez eus ur c’hloar o tiskouez en e greiz an tric’horn kevrinek enskrivet warnañ anv Doue e lizherennoù hebraek.

En diadreñv ez eus ul livadur eus an dibab o tiskouez an arvest a gaver dre gustum el lec’h-mañ : Yann-Vadezour o vadeziñ Jezuz hag un enskrivadur e latin hag a c’hell bezañ troet evel-se :
« Nemet adgenel a rafe dre an dour hag ar Spered, den ne c’hell gwelet rouantelezh Doue. »

E-kreiz : ar gibell hengounel e greunvaen.
Evel m’hon eus merzhet evit ar c’halvar e kendalc’homp amañ da heuliañ ul leurenniñ eus kelennadurezh an Iliz.