A-live gant trede treuziad an nev ez eus div chapelig, pep a stern-aoter enno, oc’h ober ur seurt fals-kroazenn.
 
Chapel ar Rozera a ziskouez ur stern-aoter iskis a-walc’h. En e greiz, ul livadur hag a vezer boas da welet : ar C’hrist hag e Vamm o reiñ ar chapeled da santez Dominik ha santez Katell, gant ar pemzek medalennigoù tro-dro dezho. War ar gurunidigezh, delwennoù bras a ziskouez ar memes skeudenn. War an diaraok Koufr an aoter/antependium e vez sachet hor selloù gant un izelvos kaer eus ar C’hemenn.

Klikit war ar skeudenn evit brasaat anezhi.


 
Gallout a reer merzhet eo bet savet an arvest-se hag an hini a zo war an aoter-vras gant ar memes dorn, e-keñver an aeled peurgetket. Daoust hag-eñ e vefent bet savet er memes mare ? Ma n’eus roud ebet evit kadarnaat an dra-se e c’heller soñjal memes tra, hep faziañ, emaomp er XVII vet kantved.

Er chapel all, stern-aoter Santez-Anna a ziskouez ivez ul livadur hag un delwenn all eus santez Pitere.

A-gleiz d’ar c’heur ez eus un aoter all, oberiet-kaer ha dibar eus ar c’hiz barok, gant ur C’hloar en-dro d’ur galon, evel ma voe graet e dibenn ar XVIIvet kantved goude ma oa deuet ar Galon Sakr war-wel da santez Marc’harid Vari.