Ar sablezennoù a vez kizellet pe livet warno kenkoulz arvestoù ar vuhez pemdez ha loened kevrinek.
A-zehou, gwazi o tagañ dremm un den.
Hent ar groaz zo eus an XX vet kantved. Delwennoù e-leizh ez eus en iliz. Sellomp pizh ouzh un nebeud anezho a-raok chom a-sav hiroc’h dirak an hini gaerañ : ar C’hrist ereet.
En ur antreal er c’heur e vez tennet hor selloù gant div zelwenn gaer eus sant Sebastian ha sant Rok a vez skeudennet alies el liorzhoù-iliz.
Sant Sebastian a oa soudard en arme Roma, lazhet en abeg d’e feiz da vare ren Diocletien. Aspedet e veze er IV vet kantved e Milan dreist-holl pa veze ar vosenn oc’h ober he reuz.
Sant Rok, ganet e Montpellier er XIV vet kantved, a vevas ur vuhez a birc’hirin en ur rannañ e vadoù etre ar beorien, hervez skouer sant Frañsez a Asiz. En em ouestlañ a reas dreist-holl d’an dud skoet gant ar vosenn.
Skeudennet e vez gant e gi o tegas dezhañ peadra da zebriñ. Diskouez a ra gant e viz gwerbl ar vosenn war e vorzhed.