Aliesañ e vez skeudennet santez Pitere gant ul levr digor en he dorn kleiz hag ur bod palmez en he dorn mat.
Aroueziet e vez trec’h ar verzherinti war o enebourien gant ur bod palmez.
Skeudennet e vez diskabell pe gant he blev hir, a-wechoù ur gurunenn pe ur c’hoef ganti war he fenn evit degas testeni dre-se eus he yaouankiz pe eus he gwerc’hded.
An diouer a ditouroù istorel testeniekaet mat war ar santez-se a ro da welet en he skeudennadurezh un doare da ziskouez, dindan tresoù ar merc’hed, ar pezh a denn alies d’an dud a Iliz, ebestel, menec’h pe eskibien : selaou Komzoù Doue dre lenn ar Bibl (al levr digor) a ziskuilh trec’h ar C’hrist (ar bod palmez) war holl nerzhioù an droug.