Sant Erwan - Iliz Sant-Tomaz Landerne
Añvioù all Eozen, Yvon, Erwan, Yeun - Tad ar Vretoned, Tad ar Beorien..
Lec’hioù ha mare Eus 1253 da 1303 : Maner Kervarzin, Pariz 1264, Orleans 1273, Roazhon 1278, Landreger
Renabl Levr-merzherien roman : E-kichen Landreger e Breizh, er bloaz 1303, sant Erwan, beleg, en e garg a ofisial (barner a Iliz), a rentas ar justis hep derc’hel kont ouzh stad an dud, a lakeas en-dro, kement ha ma c’helle, an emglev etre an dud, a zifennas dre zeoliezh an emzivaded, an intañvezed hag ar beorien hag a zegemeras an ezhommeien en e di.
Arouezioù Yalc’h, yalc’h an aluzenn, parch, sac’h (ennañ pezhioù ar prozez, levrioù ... ). Gwiskamantoù : penn-kab ha boned-beleg, soutanenn ha sourpiliz, sourkot gant erminigoù.
Gouel Lidet e vez d’an 19 a viz Mae
Buhez, mojennoù, Buhezskridoù sent Breizh
Ganet e oa bet Yves Helo(u)ri e maner Kervarzin, harp ouzh Minihi-Landreger, d’ar 17 a viz Here 1253 hag e Kervarzin eo, dinerzhet gant e labourioù tenn hag e binijennoù bras, e rentas e ene kaer da Zoue d’an 19 a viz Mae 1303. Lakaet e voe war roll ar sent d’ar 16 a viz Mezheven 1347.

E dad, denjentil-marc’heg a wad breizhat, o doa moarvat kemeret perzh e 6vet brezel ar Groaz gant sant Loeiz. E vamm, an itron Azo(u) a Genkiz a oa genidik eus Peurid-ar-Roc’h.
Kerkent ha ma tigoras e spered e voe kaset d’ar skol da di e eontr Yann Gerangoz : « kemerit kalz soursi eus ar c’hrouadur-se, eme ar vamm, rak Doue en deus diskleriet din e teuio un dervezh da vezañ ur sant bras ».

D’e bevarzek vloaz ez eas gant e gelenner da skol-veur Pariz da genderc’hel e studi. Kalet e voe evitañ kuitaat ar gêr ker yaouankik evit ur vro ken dianavezet evitañ. Er bloaz 1277, her gwelomp, e Orleañs, o studiañ a-zevri an teologiezh hag al lezennoù.

Pa zistroas da Vreizh, pevar bloaz goude, peurc’hraet e studi gantañ e kemeras ar vicher a alvokad. An Aotrou ‘n eskob Landreger o c’houzout e ouiziegezh hag e santelezh hen anvas da varner en e eskopti. Er memes amzer e fizias ennañ ar garg eus parrez Tredez da c’hedal bezañ er bloaz 1293, anvet da berson e parrez vras Louaneg.

Da hanter-kant vloaz e tilez e garg a ofisial, evit en em reiñ penn-da-benn d’e vuhez a veleg, d’e barrez ha da re baour. Lakaet en deus sevel, e Kervarzin, un ti da zegemer ar re baour hag a ro dezho kement en deus. Gant levenez vras e tegemer pep hini anezho.

Sant Erwan a varvas da hanter-kant vloaz, un diouer bras evit Bro-Dreger, evit Breizh, hag ar bed kristen a-bezh. Dre holl e voe graet kañvoù dezhañ.

Ne’ z eus ket e Breizh, ne’z eus ket unan
Ne’ z eus ket ur sant, evel sant Erwan.
(Kantik sant Erwan)

Daveoù : Feiz ha Breiz 1924/1933- Sant Erwan e Penn-ar-Bed - Job an Irien - Minihi levenez
Azeulerezh
Patron an alvokaded, noterion ha tud a lezenn.
Lec’hioù ma vez enoret enno sant Erwan e traoñienn an Elorn
Ar Roc’h-Morvan
> Iliz dindan anv sant Erwan, delwennoù : sant Erwan etre ar paour hag ar pinvidig, XVIvet kantved.
Landerne
> Iliz Sant-Tomaz, delwenn, XVIIvet kantved.
Sant-Divi
> Iliz, delwenn XVIvet kantved (n’emañ ket lakaet war ziskouez).
Penn-ar-C’hrann
> Iliz Itron-Varia, delwenn.