Ar C’hrist ereet, eus ar bloaz 1527, a zellez ur sell dibar warnañ.

Da gentañ, en abeg d’e gaerder rust. E neuz a ro da soñjal e oa tresadennoù Albrecht Dürer (1522), un arzour e-touez ar re vrasañ hag en deus awenet an Azginivelezh flamank, alaman hag italian, anavezet mat gant an arzourien vreizhat.

Remerket hon doa dija levezon an arzour bras-se war un nebeud oberennoù e Sant-Divi hag er Roc’h-Morvan peurgetket. Gallout a reer kompren abegoù al levezon-se pa ouezer e oa Breizh da goulz-se e-kreiz Impalaeriezh Karl V Habsburg (Charles Quint e galleg)… Da lavaret eo, e-kreiz heñchoù kenwerzhel ha sevenadurel en Europa. An oberennoù arz ivez zo testoù eus ar mare bras-se.

 

Jezuz zo o paouez bezañ skourjezataet. Emañ azezet, war-c’hed bezañ lakaet war ar groaz. Ne welomp na poan na gouzañvidigezh war e zremm met un douster diabarzh hag a zegas da soñj eus ar pardon roet diouzhtu d’e vourevien hag ivez eus ar frankiz da ginnig e vuhez evit na drec’ho ket ar feulster.

An ereoù a vir ouzh pep ober ha fiñvadenn n’int ket trawalc’h da gas Jezuz da vezañ un aberzhad. War a seblant ne vefe nemet sachañ ar gordenn a stumm ul lagadenn evit ma vefe diereet daouarn divent ar C’hrist.
Techet omp en ur sellout ouzh an delwenn heverk-se da brederiañ e-pad ur pennad amzer kentoc’h eget teurel ur sell a gendruez warni.