Sant patron ar barrez eo sant Eginer a zo anavezet dindan an anvioù a Eginer, Guigner pe Fingar.
Hervez ar vojenn e vefe mab d’ur roue eus Iwerzhon, skarzhet gantañ abalamour d’e feiz kristen.

Douarañ a reas e Breizh e-lec’h ma voe degemeret ken mat ma tivizas goude ur pennadig amzer da zistreiñ en e vro evit kendrec’hiñ kristenien all da zont da vevañ gantañ er c’horn-bro ken dudius-se.
Savet en defe ur peniti e parrez Pleuwigner e-lec’h ma vefe bet treuzkaset e relegoù goude e varv.

Diskibien da sant Patrig, eñ hag e gompagnuned a rene ur vuhez a ermit. Kaset int bet d’ar marv, e 455, war urzh ur priñs anvet Teodorig.