Dister e oa an arc’hant o tont eus an dreviz e-keñver gounidoù an trevioù all pe e-keñver ar parrezioù tro-war-dro. Abalamour da se ne gaver amañ na volz-a-enor, na karnel. Evelkent e kavomp ar savadurioù pennañ : an iliz hag he forched e tu ar c’hreisteiz, ar vered, ar c’halvar.

 
Kloz eo al lec’h gant ur voger vein. Mont a reer e-barzh dre doull-dor al liorzh-iliz a zo bevennet a bep tu gant ur piler simpl.

Gwechall e oa kloz toull-dor al liorzh-iliz gant ur c’hael-houarn pe un nor goad, na veze digoret, e diavaez an darvoudoù bras, nemet evit an interamantoù. Ret e oa d’ar feizidi da c’haoliata ur maen plat savet a-blom gant derezioù diaraok, anvet ar bazenn, hag a vir ouzh al loened da vont tre er vered