Kalvar Plougastell
|
| Arz / micher Kizeller mein |
| Buhezskrid Ne anavezer netra ebet diwar e benn, nag ec’h anv, na pegoulz ha pelec’h e vefe ganet pe marvet. Ne anavezer e vuhez nemet dre an niver a oberennoù bet savet gantañ a-hed un hanter-kantved, eus 1570 da 1621. Moarvat e oa staliet e Landerne. Emmanuelle Le Searc’h * a zisrann e prantad labour e tri mare :
|
| Oberennoù E traoñienn an Elorn : <> Bodiliz – Iliz Itron-varia Bodiliz : diabarzh porched ar c’hreisteiz (1570) <> Gwimilio – Iliz Sant-Milio : Porched ar c’hreisteiz (peurachuet gant Roland Dore) <> Ar Merzher : > Iliz, diabarzh, kazel ar c’hreisteiz : piñsin dour benniget, un ael gant daou sparf > Iliz, diabarzh porched ar c’hreisteiz : piñsin dour benniget, an Ankoù <> Landerne – Iliz Sant-Houardon, kazel an hanternoz : sant Jakez ar Major <> Lanneured – Iliz, talbenn ar porched : delwenn Sant-Gevrog, ar sant patron <> Lokmelar – Bered : [Kalvar gant div groazenn] <> Plougastell-Daoulaz : > Plasenn-iliz : Kalvar bras-divent 167 tudenn ha 10 loen (1588-1602) > Chapel Sant-Tremeur, kalvar gant sant Andrev war an tu-gin > Chapel Sant-Adrian, kalvar : an delwennoù gevellet > Chapel Sant-Tremeur, moger an hanternoz : an Avielour sant Lukaz <> An Dre-Nevez – Bered, kalvar : Ar [C’hrist war ar groaz] <> Sant-Servez – Karnel, skoazenn : sant Yann <> Sant-Tegoneg – E mervent da Gerorven : Kroaz gant ar Werc’hez hag he Mabig <> Sizun – Ar Voudenn : Kroaz gant sant Andev war an tu-gin |