Ar C’hrist war ar groaz
Simpl-tre eo ar c’halvar : div bazenn, ur sichenn garrez, ur fust eizhkognek e greunvaen hag ur c’hrusifi e Kersanton hag a sach ar selloù warnañ.
War-lein ar groaz ez eus un daez eus ar XV vet kantved ha fleurennoù e daou benn ar c’hrusifi.
Ar c’hrist kroazstaget war un tu ha, war an tu-gin, ar Werc’hez gant he Mabig zo skouerioù kaer a gizelladur eus dibenn ar Grennamzer.