An iliz

Gwelet diouzh tu ar c’hornôg, gant he c’hloc’hdi enframmet gant pignonoù an adkostezioù, an iliz-mañ a ziskouez un tres dibar hag a zegas da soñj eus ilizoù Trelevenez ha Plouedern.

Skoazioù ar pignonoù zo kinklet gant krogoù, war-bouez hini ar porched a oa bet savet diwezhatoc’h. Kornioù ar pignonoù zo kreñvaet gant skoazennoù karrez o skorañ leternigoù dezho fleurennoù war o lein.

 
 

An tour-iliz

An tour-iliz, stag ouzh pignon kornôg an nev greiz, zo bet savet en un doare kaer da welet.

A-zioc’h d’an tour karrez, gourizet gant ur garidoù, e kaver, an eil war egile, daou leternig dantelezet a stumm karrez, hag e pep korn, ur wareg-bount gant ur pinakl warnañ.

War-lein ez eus ur gorzenn, kinklet he kerioù gant krogoù, o skeudenniñ dremmoù denel evit lod anezho.

Harp ouzh tu ar c’hreisteiz, un douribell zilorc’h o reiñ goudor d’ur viñs a gas d’ar garidoù, evel ma kaver er c’hloc’hdioù Beaumanoir. Ar bloaz 1592 a c’heller lenn a-us d’an nor a eñvor bloavezh he savidigezh.

An tour gant tri c’hloc’h ennañ zo ar brasañ anezho unan e-touez ar re goshoc’h a gaver e Penn-ar-bed.
 
 

Ar penn-chantele

Diouzh tu ar reter, an nev greiz a sko war ur penn-chantele trizalbennek, anvet boaz penn-chantele Beaumanoir.

Ar saverien Beaumanoir o doa kendaolet da vrudañ ar pennoù-chantele o noedoù lies a-hed ar XVI vet kantved, daoust ma ne oant ket bet ijinet ganto.

Hini Lokeginer, bet savet e 1631, zo kaer da weler gant e bignonoù kaeraet gant krogoù ha toget gant ur fleurenn.
 
 
 
 
 
 
 
 

Ar porched

Savet e oa bet ar porched e 1699 ha renevezet e 1857, evel merket war an talenn.

Ur wareg war hantergelc’h, dezhi ur begel-bolz kinklet war an uhel, a ya d’ober toull-dor ar porched. A-zioc’h ez eus ur c’hustod-kregin hag a zegemer un delwenn eus sant Eginer gwisket en eskob. Ar pezh a zo ar c’hinkladur nemetañ o reiñ lufr d’ar porched-mañ.

E diabarzh, logelloù an ebestel zo manet goullo. Gwir eo, pa oa bet renevezet ar porched, e-kreiz an XIXvet kantved, e oa bet kollet a-gozh talvoudegezh kentañ ar porchedoù, da lavaret eo, degemer kuzuliadeg ar fabrik.