Un nev daou dreuziad ha daou adkostez ken ledan hag an nev greiz a ya d’ober ar chantele. Kerkent ha tremenet toull-dor an iliz, ar pezh a sko da gentañ ar selloù eo ar gouloù skignet en absidenn a-dreuz teir gwerenn-livet ar chantele Beaumanoir.
 
A-gleiz da doull-digor ar chantele e c’heller lenn e lizherennoù gotek dedi an iliz :
« DIMANCHE LE 7 JOUR DE JUILLET DE LAN 1577. AY /DEDIE CEST. EGLISE. ETOIT. LOR XTOFLE YVEN. GOVERNEUR. »

Bez ‘eo ar bloaziad koshañ a gaver enskrivet war ar savadur.
 
 

War un aoter e maen emañ an tabarlank e koad lieslivet fichet gant delioù alaouret hag enskrivet warnañ 1641, bloavezh m’eo bet lakaet ar font-badeziant en iliz. A-zioc’h emañ ar C’hrist war ar groaz.
War e zor ez eus ur c’halis hag un ostiv ; a-bep tu, e-kreiz ul lêr, un dudenn askellek, moarvat ur cherubin.

 
 
 
 
 

An aoter-vras zo kinklet gant teir fanell gizellet, tammoù eus ur stern-aoter kozh a-dra-sur.
War an a-raok emañ ar mesaer mat, arouez ar C’hrist. War ar c’hostezioù e kaver skeudennoù alegorik ar Vertuzioù o reiñ lamm d’ar Visoù.
 
 
War ar mogerioù kostez ez eus peder fanell gozh e koad kizellet o skeudenniñ ar pevar Avielour. Anezho elfennoù eus ur gador-brezeg aet da netra hiziv an deiz
 
 
 
 
 

A-gleiz d’ar chantele ur Werc’hez gant he Mabig e koad lieslivet a zo bet graet gant stalioù-labour ar morlu e XVII vet kantved. Mari, ur gurunenn war he fenn, a zalc’h ur vazh-roue. Mac’hañ a ra un naer hag a grog frouezh difennet ar C’heneliezh.

Dirazi, a-zehou d’ar chantele ez eus un delwenn gozh e koad lieslivet eus sant Eginer gwisket evel un eskob.
.
 
 
 
 

Un tammig pelloc’h a-zehou e kaver un delwenn all e koad eus ar XV vet kantved o skeudenniñ ur Werc’hez gant he Mabig hag a zo an delwenn goshañ eus an iliz. Ar Werc’hez azezet a ginnig un evn da Jezuz. Ar Mabig en e sav war ur glin eus e Vamm a zalc’h ur voull-zouar, arouez ar roueelezh.