E tu an hanternoz, ar stern-aoter a ziskouez un daolenn eus kurunidigezh ar Werc’hez eus 1846.

A-gleiz, un delwenn eus sant-Erwan gwisket gant ur boned-beleg hag ur jakenn.
E zorn dehou zo serret e sin a fermder, tra ma chom digor e zorn kleiz e sin a zegemer e-keñver an hini deuet da sevel klemm.

A-zehou, sant Jozeb o tougen ar Mabig Jezuz hag ar Werc’hez a gaver er chantele a seblant bezañ diwar zorn ar memes arzour.
 
 

E tu ar c’hreisteiz, ar stern-aoter zo e tem pennañ un daolenn eus sant Loeiz a C’honzag o pediñ. Homañ zo aet da Anaon, taget gant ar vosenn, e 1591, en e 23 bloaz. Lakaet e oa bet war roll ar sent e 1726.

Kenaoz an daolenn a zo bet studiet gant aketus. O heuliañ ul linenn a-veskell e welomp ar sant war e zaoulin hag ar Werc’hez gant he Mabig o tont war wel dirazañ en ur goabrennad.
Stardañ a ra ur c’hrusifi en e zorn, arouez ar sakrifis doueel, tra ma welomp dilezet d’an douar, evel sinoù a renoñs, ur gurunenn eilpennet, ur penn-marv hag un disiplin.
 
 
 

E-kichen ar stern-aoter-mañ emañ sant Mikael o skarzhañ an aeled fall diouzh ar baradoz. E skoed a zoug ar peder lizherenn HVHY a ra anv hebraek Yahve, bet treset fallik gant an arzour.
En tu all e kaver delwenn an ael Rafael o vleniañ Tobi.
 
 
 
 
 
 
 
 
 
 
E-barzh an nev e verzhomp ivez ur gaer a bieta, fromus en he neuz, hag a c’hellfe bezañ eus ar XVI vet kantved.

Pieta - Logeginer