Ar font-badeziant
Prenet e oa bet ar font-badeziant diwar ar gwir bet roet gant an eskob e 1640 da lidañ ar vadeziant en iliz.
Ar font-badeziant, benet en greunvaen, zo bet savet war ur patrom a gaver stank a-walc’h er c’horn-bro.
Ar gibell vras, m’emañ dour ar vadeziant enni, zo stag ouzh ar piñsin, a dalvez da skarzhañ an dour. Ar gibell zo kinklet gant hirvosigoù. War he zro e c’heller lenn un enskrivadur e latin :
« QVI. CREDIDERIT. ET. BAPTIZATVS. FVERIT. SALVVS. ERIT. »
(An hini a gredo hag a vo badezet a vo salvet)
Ar gwerennoù-livet
Ar gwerennoù-livet a zo bet ouzhpennet en XX vet kantved.
En absidenn, ar werenneg-veur a ziskouez Jezuz war ar groaz etre an daou laer ha Mari-Madalen o stardañ troad ar groaz etre he divrec’h.
Ar gwerennoù-livet all a ziskouez arvestoù eus an Testamant Nevez pe mareoù eus buhez ar sent Breizh :
- ar Werc’hez douget d’an Neñv
- ar Goan Diwezhañ
- merzherinti sant Eginer hag e ziskibien
- ar paour hag ar pinvidig dirak sant Erwan
- sant Kaourantin ha sant Paol Aorelian
- sant Herbod, gwarezer al loened-saout ha sant Alar, gwarezer ar c’hezeg
- Jezuz kinniget d’an Templ
- Jezuz badezet gant Yann-Vadezour