Daoust m’eo aet ar jubeoù da goll el liorzhoù-iliz all a zo e traoñienn an Elorn e vez bet miret ar c’hadorioù-prezeg enno peurliesañ. Er Roc’h-Morvan e kaver an daou bete-vremañ.

Implijet e oa ar c’hadorioù-prezeg da ober kelenn d’ar bobl. Savet e vezent e-kreiz an ilizioù evit lakaat ar prezeger da vezañ klevet gant an holl. An daez a dalveze da ziskar mouezh ar prezeger war-du ar feizidi.

Savet e oa bet ar gador-se er XVII vet kantved hervez pennskouerioù ar mare-se.
Ar gibell, m’edo ar beleg enni pa veze o prezeg, zo kinklet gant medalennigoù ar pevar avielour gant o arouezioù.
E sel an daez emañ ar goulm, arouez ar Spered-Santel a zo c’hwezhadenn awen evit ar prezeger. Ar brezegenn, ma ne fell ket dezhi bezañ prezegerezh hepken, a rank bezañ enaouet gant ar Spered- Santel.
War-laez ez eus un ael gant e drompilh, parabolenn ar varn doueel.