Kinklerezh ar sablezennoù zo un arz dibar e Breizh, ha n’eo ket bet studiet kement-se koulskoude

Yann Gouer o vont da heul e arar

Peurliesañ e vez troc’het ar sablezenn en ur c’hard kef derv hag a c’hall ober betek pemp metr hed. Lakaet e vez a-led war ar voger - gwechall war ur gwelead traezh, alese hec’h anv - ha dont a ra ar framm da gemer harp warni. Er XVIvet kantved e veze kizellet alies an tu a weler e diabarzh an iliz. Evel-se e talv ar sablezenn da ginklañ an iliz ha da gaeraat an tremen eus al lambrusk d’ar voger. Pezhioù-framm disheñvel a vez kevredet ganti evel ar welteñv engeoliet hag ar votez -.

Kizellet e oa bet sablezennoù ar Roc’h-Morvan er prantad 1559-1571 hag adkempennet a-nevez zo (2014-2017). Taolennet e vez warno arvestoù eus buhez ar gouerien en amzerioù-se.

Ur c’hañv. Div gazeg a stlej ur c’harr ma weler an hini marv astennet warnañ.

Peadra a-walc’h a zo da vezañ estlammet dirak ampartiz arzourien ar vro o deus kaeraet o iliz gant patianted a-hed an amzer.
Forzh penaos eo anat o doa an arzourien-se labouret war un niver bras a ilizoù m’o deus lezet kement-all a oberennoù heñvel enno.

Ur c’houblad sonerien binioù

Kinkladurioù ar sablezennoù zo ur gwir bedadenn da rannañ buhez ar vretoned a veve an oadvezh aour-se.