Ar framm koad derv eus ar XVI vet kantved zo goloet a lambrusk. Gant an adkempennoù bet graet nevez’ zo ( an hini diwezhañ etre 2014 ha 2017) eo bet adkavet neuz orin ar c’hinkladurioù a-wechall a oa bet koachet evit un darn anezho.

Dindan un oabl steredek e teu aeledigoù a-leizh war wel, an unarouezioù IHS (Jezuz Hon Salver) ha MA (Maria), 700 lilienn hag erminigoù.

Ar gouleier nevez a ro tu da welet ar 26 lost-gwareg o skeudenniñ tresoù struzh, aeled pe tudennoù farsus hag a oa chomet en damskeud betek-henn, kuzhet ma oa diouzh ar selloù eleveziek.