Delwenn Sant-Erwan, etre ar pinvidig hag ar paour, hag ar werenn-livet a-gleiz zo moarvat eus ar memes koulz ha savet, sur a-walc’h, diwar skouer an delwennoù a gaver e penn-iliz ar Folgoad. Sant paeron ar barrez eo sant Erwan a oa ivez person Tredez ha Louaneg. Lakaet e voe e renk ar sent e 1347, un tregont bloavezh bennak goude ma oa aet da Anaon. Azeulet e vez e Breizh hag er bed Kristen a-bezh ivez.

Breizhat e oa sant Erwan, alvokad hep bezañ laer, tra souezhus d’an holl.
(Meulgan da sant Erwan)
 
 
Delwenn Itron-Varia-a-Wir-Sikour, a-gleiz d’ar c’heur, a oa gwechall e chapel Pont-Krist, un drev da Blouziri bet staget ouzh ar Roc’h-Morvan e 1791.
Ar chapel zo kouezhet en he foull hiziv-en-deiz.

Itron-Varia-a-Wir-Sikour