Ar c’halvar-mañ bet savet er bloavezhioù 1600 er c’hloz-iliz a vefe frouezh labour Mestr Plougastell.
War ar groazenn izelañ emañ ar Werc’hez-a-Druez, he sell troet war-zu ar reter, gant sant Yann hag ar Werc’hez a-bep tu dezhi. Dre hec’h emzalc’h reutoc’h hag a ro un neuz krennamzerel dezhi e c’heller soñjal e oa bet savet a-raok hollad ar c’halvar. En-enep, delwenn c’hevellet ar Werc’hez ha Madalen a seblant nevezesoc’h.
Diouzh tu ar c’hornôg emañ ar C’hrist o kelenn gant sant Pêr. Gantañ en e zorn kleiz emañ levr ar skridoù sakret hag en e zorn dehou, ur vazh-roue.
War sichenn an eil kroazenn emañ ar C’hrist war ar groaz. A-bep tu d’ar groaz ez eus daou varc’heger oc’h evezhiañ. Pelloc’h emañ an daou laer.
Dindan ar groaz-se, dezhi skourroù ront gant fleurennoù o vevennoù pleget, ez eus daou ael, evel a-istribilh en aer, o tastum gwad an hini boureviet en ur c’halir. Kizellet e oa bet an hini a-zehou - a oa aet da get - gant Joël Kerhervé.
Ar c’hezeg, lakaet a-veskell, zo berr o favioù. Ar c’hantener Longin zo e viz-yod o tiskouez e lagad. Dall, hemañ en defe adkavet ar gweled pa gouezhas un dakenn wad zoueel war e valvenn : "E gwirionez, mab da Zoue e oa an den-ze".
Korvigellañ a ra al laer fall dindan ar boan en ur ober beg kamm, stegnet e izili war ar groug, e droad kleiz pleget. Al laer mat, evit ar pezh a sell outañ, a seblant bezañ e peoc’h, diboan.
Izeloc’h, ar c’hrist, ur gurunenn spern war e dal hag ur stolenn war e zivskoaz, zo war-nes da vezañ boureviñ.
Abalamour d’e stad fall e oa bet renevezet ar c’halvar, etre 1921 ha 1927 gant Donnart, kizeller e Landerne.
D’ar mare-se e savas tabut en-dro dezhañ en abeg d’ur c’hevelerezh etre tud ’zo eus kuzul-kêr hag ar Veleien diwar-benn savidigezh monumant ar re varv er Brezel Bras.
A-benn ar fin e voe renevezet ar c’halvar. Warnañ e kaver ur C’hrist war ar groaz o sellout war-zu ar reter, kontrol d’an hengoun. Renevezet e voe adarre goude bezañ bet mazaouet gant ar gorventenn e miz Here 1987, hep gallout reizhañ an direizhder-se.