Ar c’hloc’hdi
E tu ar c’hornog emañ ar c’hloc’hdi a stil Beaumanoir eus 1589.
E-traoñ an tour ez eus ur porched gant daouzek kustod goullo ennañ. Uheloc’h c’hoazh e kaver ardamezioù ar Roc’haned a zegas da soñj eus dreistbeli tiegezh priñsed al Leon a oa ganto ar brient da c’houvennañ [1] diservijerien an drev.
Kambr ar c’hleier - a gonte teir c’hloc’h enni e 1671 - zo toullet gant div werenneg war an hantergelc’h ha gourizet gant ur garidoù [2]. Frammet eo gant pevar leternig e pep korn ha kurunet gant ur gorzenn eizhkognek, hir ha moan, hag a sav betek un tregont metr bennak. Er c’hloc’hdi-mañ e c’heller gwelet c’hoazh ar pezh a van eus un iliz kosoc’h bet erlerc’hiet tamm-ha-tamm, etre 1589 ha 1681, gant savidigezh an iliz a-vremañ.
Un nor
A-raok savidigezh porched bras ar c’hreisteiz e oa un nor-veur a c’hiz an Azginivelezh graet e kersanton du ha kurunet gant un tal tric’hornek gant pilastroù hag ur begel bolz lakaet war-wel.
Porched ar c’hreisteiz
Porched ar c’hreisteiz, mistr a-walc’h e neuz, a seblant bezañ bet awenet diwar skouer re Sant-Houardon ha Kommanna. Adkavout a reer eno bolzadurioù an arc’hbolz o tispakañ diouzh ur begel-volz e stumm un delienn kraban-arzh e penn ar wareg-volz, ar c’holonennoù gant taboulinoù andennek ha gwalennoù kinklet, doare Filibert Delorme. Div golonenn a urzh dorek a zigor an talbenn-se, bet savet e greunit, gros e greunenn. Ar pignon e gwaloù-kebr kranellek a gemer harp ouzh ur rizenn war valir.
E-kreiz, dindan un tal tric’hornek, ez eus ur c’hustod o tegemer un delwenn eus sant Yann. Sterniet eo ar pignon gant leternigoù bolzek pileroù ar skoazennoù, savet a-skerb a-bep tu.
Dindan ur volz gwenn, marellet gant erminigoù okr ruz, en em groaz peder grommetenn, en okr ruz ivez, war ur begel-volz a-istribilh. Pep abostol a c’haller anavezout dre un arouez. Dispartiet int gant pileroù okr ruz. En em zalc’h a reont dindan daezioù oberiet, glas hag okr melen, a-bep-eil gant dilhad er memes livadoù.
Ar voger gant ur piñsin dour benniget zo stag ul lugell sterniet gant kolonennoù dorek outi livet e fals-marbr ruz. Podoù-tan hag aeligoù, livet e livioù ar porched, a lak ar savouriezh war wel.
Ar penn-iliz
Talbennoù trizalbennek gant leternigoù bolzek a ya d’ober ar penn-chantele. Ar skoazennoù korn a zoug warno gourizennoù ha bolzioù a red dour an doenn diouto a-dreuz gargoulioù bras-meurbet.
An talbenn kreiz a voe lezet dall kerkent hag e savadur. Outañ e weler un ael kizellet er c’hersanton o tougen ur skoedenn ma vefe enskrivet warni ar bloavezh a verk fin savidigezh ar penn-chantele, e 1681. Daou brenestr a c’hiz c’hotek zo toullet en talbennoù kostez.
Ar sakristiri
E tu ar reter, ar sakristiri, bihanoc’h eget hini Sizun, zo a-eeun gant kazel-iliz ar c’hreisteiz. Dibar eo dre he zoenn e stumm ur c’houc’h eilpennet.