Ar chantele hag ar c’hroazennoù-iliz zo gwisket penn-da-benn gant aztaolioù ha panelloù liesliv kizellet o laka war wel, e doare ar c’hoariva, pinvidigezh ha puilhentez ur c’hinklerezh barok eus dibenn ar XVII vet kantved.
Dindan ar prenestroù kostez, div banell a ziskouez daou brantad pennañ eus deroù buhez sant Melar. Daou fals-kustod a zegemer : sant Paol, e tu diouzh an abostol (a-zehou d’an aoter) ha sant Pêr, e tu diouzh an Aviel (a-gleiz d’an aoter). Er memes tu ez eus teir medalennig en izelvos o taolenniñ ar Vertuzioù teologek : ar Feiz, o terc’hel an tan, an Esperañs, gant ur gurunenn, ar Garantez o reiñ bronn d’ur bugel.
Aztaolioù ar chantele
Emañ aztaol an aoter-vras e goueled ar chantele. War gont Guillaume Lerrel(1657-1715) eo bet lakaet an oberenn-mañ, war-dro 1700, war-bouez he lodenn greiz. Daou brenestr gotek zo a-bep tu dezhi. An hini a zo e tu an Aviel a vir ur werenneg eus an XIX vet kantved, anezhi frouezh labour ar gwerer Jean-Louis Nicolas eus Montroulez. Buhez ar Werc’hez zo kontet warni.
Un aztaol kreiz gant kolonennigoù kamm, kizellet warno delioù-gwini ha rezin, a ziskouez mareoù ar Basion : an tremenvan, Ecce Homo, Jezuz gant ar gurunenn spern, Jezuz o tougen e groaz. War nor an tabernakl e weler skeudennet sakrifis Abraham a embann sakrifis ar c’hrist war ar groaz.
A-zioc’h eo kontet marv Melar war ur c’houribl. Kerioltan a droc’h penn ar merzher hag a daol anezhañ e-barzh ur sac’h. War ar c’hostezioù eo skeudennet kastiz an dorfedourien : Justin a freuz e benn dre en em deurel dre ur prenestr, daoulagad Kerioltan a strink er-maez eus o fodoù-lagad. Ur c’harlantezenn bleunioù gant aeledigoù a-istribilh zo a-bep tu d’an arvest.
Ur gouribl glas hag aour a zoug war e gostezioù medalennigoù kinniget gant aeled. E-kreiz, kariatidoù lakaet a-gelc’h a zoug ur volz-to alaouret, izel a-walc’h, o skorañ ur C’hrist glorius o sevel en neñvoù hag ur c’harlantezenn bleunioù dalc’het gant aeledigoù. Uheloc’h ez eus ur c’hustod hag a c’houdor ur C’hrist hag e penn uhelañ emañ an Tad gantañ aeledigoù ha bleunioù.
A-bep tu d’an aztaol-mañ e tispak ur c’henaozadur dispartiet gant kolonennoù andennet dezho fustoù ruz uhelaet gant aour hag ur fin a c’harlantezenn delioù glas en-dro dezho. Dindan ar c’holonennoù-se o zogoù korintek, ar masoù zo kinklet gant aeledigoù ha bleunioù. Div vedalennig a gont daou brantad buhez Melar : e-barzh unan e weler an eontr Rivod o kinnig ur yalc’had aour da zaou servijer, o gopr evit ampoezoniñ mab da Vilio ; e-barzh an eil eo kinniget ar c’houpad ampoezonet d’ar priñs yaouank.
A-blom da golonennoù e weler aeled all o kinnig medalennigoù all e-kichen lestroù kinklet gant mezherajoù. E-barzh an daou gustod sterniet gant ar c’holonennoù-se emañ, a-gleiz, sant Melar o terc’hel bod palmez ar verzherinti en un dorn hag en e zorn all, un osod o tegas soñj d’ar burzhud. En tu dehou, ur Werc’hez gant he Mabig.
Aztaol ar C’horroidigezh
Emañ aztaol ar c’horroidigezh e kroazenn-iliz an hanternoz. Eil diwezhañ Mister Glorius ar Rozera zo skeudennet en e lodenn greiz. An daouzek abostol zo bodet tro-dro d’ur bez goullo, ar maen-bez war al leur hag ul liñsel-gañv war e vord. Sant Pêr, a c’haller anavezout gant an alc’hwezioù ouzh e dreid, a ziskouez ar bez. Unan all a ziskouez e souezhadenn dre ur jestr. Uheloc’h, aeledigoù tro-dro dezhi, e weler ar Werc’hez Mari, en he c’hoazez en ur goabrenn, o sevel gant trugar.
War a greder e oa bet awenet Pierre Claude Cléran eus Montroulez, e 1715, gant ur stamp treset diwar un daolenn graet gant al liver Laurent de la Hyre (1606-1656), evit ar pezh a sell strollad an ebestel ha gant un engravadur graet gant al livour italian Carlo Maratta (1625-1713) evit strollad ar Werc’hez. Al livour-mañ a vefe ivez aozer diaraogoù-aoter an daou aztaol kostez.
Aztaol Sant-Herve
Renket eo hemañ en un doare heñvel ouzh ar pezh a gaver e kroazenn-iliz an hanternoz. A-bep tu d’ar c’houriblenn, sant Lukaz ha sant Mark a gav ur c’hempouez gant sant Mazhev ha sant Yann a zo en tu all.
Frammet eo an daolenn greiz gant ar memes kolonennoù gweet hag ar memes panelloù, heñvel ivez ar c’hustodoù a zegemer delwennoù Sant-Herve ha Mari.
Padal eo bet dilezet ar stil akademiek evit heuliañ un awen kalz tostoc’h ouzh spered tud ar vro. War an daolenn greiz e weler ar sant dall bleniet gant e heñcher Giharan, ganto bleiz ar vojenn deuet da vezañ dous evel un oan. Uheloc’h emañ an Tad Peurbadel.
En un doare-skrivañ orin eo kontet, war bevar medalennig, pep prantad buhez sant ar Menez-Bre, e-doare un heuliad bandennoù treset.
