Aztaol an aoter-vras - Bodiliz
|
| Arz pe vicher Mestr-kizeller |
| Buhezskrid 1657-1715. Al Lerreled zo ur familh mistri-kizellerien eus Landivizio. Gwilherm zo mab da François Lerrel. Hemañ a zimezas gant Marc’harit Soaz ha pevar bugel o doe asambles, d’an nebeutañ. |
| Oberennoù <> Sant-Tegoneg – Iliz : Ar gador-brezeg savet gant Gwilherm hag e dad Fañch (1683) <> Kastell-Paol – Chapel I.V. ar C’hreisker : Aztaol ar Weladenn savet gant Gwilherm hag e dad Fañch, e 1684, evit chapel kouent ar Minim ha lakaet diwezhatoc’h e chapel ar C’hreisker. <> Hañveg – Iliz : Aztaol ar Rozera a c’hell bezañ lakaet war gont Gwilherm Lerrel (1687 ?) <> Rosko – Iliz I.V. Groaz Vaz : Font-Badeziant : An daez : Gwilherm Lerrel hag Alan Castel, eus Landivizio, 1690. <> Gwimilio – Iliz : Aztaol Sant-Milio zo lakaet war gont Gwilherm Lerrel. <> Bodiliz –Iliz : Aztaol an aoter-vras ha kinkladur ar c’heur en e bezh zo bet savet eus 1695 da 1701 gant Gwilherm Lerrel. |