Poltred Yann-Loeiz Nicolas
Arz pe vicher
Livour ha mestr-gweraer
Buhezskrid
(1816-1899)
Ganet eo bet e 1816 e Montroulez en un tiad tud a renk izel. D’e ugent vloaz ne voe ket kavet kreñv a-walc’h da vont da soudard, ar pezh ne viras ket outan da vevañ betek e 83 bloaz. E gerent hel lakas evel mevel bihan e ti ul liver-tiez eus kêr.

En amzer-se, koulz ha bremañ, ne c’helled ket dont da vezañ ul labourer dreist anez bezañ bet ur pennad bennak oc’h ober tro ar Frañs. Un dervezh eta, Yann Loeiz, a lakas ouzh e dreid ur boutoù-lêr nevez, tachoù mat enno, war e gein ur sac’h e oa ennañ e zilhad hag e veñvioù hag en e zorn ur penn-bazh kalet hag eñ e hent etrezek Pariz.
Tri bloaz warn-ugent en doa neuze. Labourat a reas, ur pennad, er gêr vras hag ec’h heulias skol Julian ; ac’hano ez eas d’an Havr-Nevez, d’an Naoned ha da Vourdel. E Bourdel, e kouezhas gwall glañv hag e rankas tremen meur a viz en ospital ; adal ma voe lezet da vale, e reas war e droad ar 175 lev hen dispartie diouzh Montroulez ha p’en em gavas er gêr e oa pare klok.
Ar pezh a glaskas neuze eo mont en e stal e-unan evit gellout dimeziñ d’an hini a gare. O tremen dre Landivizio e rae e ziskenn e ti Jef Bollore, an hini a dlee bezañ e bried, merc’h ur gweraer.
Kinklañ ilizoù ha kastelloù e voe e labourioù kentañ, met klask a reas kregiñ gant ar gwer-livet. Prest e oa ar mare : goude 1840 e reneveze ar parrezioù o ilizoù hag e c’hourc’hemennent gwer-livet. Labourat a ra gant e skipailh en un hanter-kant iliz bennak e Penn-ar-Bed, en Aodoù-an-Arvor hag er Mor-Bihan, ha rannañ a ra e obererezh etre an ilizoù, e atalier e Montroulez hag an difraeoù er parrezioù. Ken abred ha 1864 e voe e vab Loeiz an eil. Pa varvas e dad, d’an 10 a viz meurz 1899, e voe e penn an atalier, skoazellet gant e vreur Francis hag e c’hoar Maria. Serret e voe an atalier e 1930.

Diwar : Al liver breizhat Yann-Loeiz Nicolas gant G.P. ; Feiz-ha-Breiz, 1931 p. 187
Oberennoù

E traoñienn an Elorn :

<> Dirinonn – Iliz : Reneveziñ livadurioù ar volz (1856-1858)

<> Ar Merzher – Iliz Sant-Salaun : Gwerenn-veur, [lodenn izel >99] enni medalennig ar Werc’hez gant he Mabig)

<> Landerne – Iliz Sant-Houardon :
> Gwerenn n° 5. Déambulatoire nord. Les Mystères douloureux du Rosaire et trois Mystères glorieux (1862)
> Gwerenn n° 6. Bale-tro ar c’hreisteiz. Buhez ar Werc’hez
> Gwerenn n° 14. Kazel ar c’hreisteiz. Sant Andrev
> Gwerenn n° 16. Kazel ar c’hreisteiz. Sant Pêr.
> Gwerenn n° 18. Kazel ar c’hreisteiz. Sant-Paol
> Gwerenn n° 19. Kazel an Hanternoz. Sant-Simon
> Gwerenn n° 21. Kazel an Hanternoz. Sant-Mazhev
> Gwerenn n° 22. Kazel ar c’hreisteiz, tu kornôg. Jezuz o vennigañ ar vugale
> Gwerenn n° 25. Kazel an Hanternoz, tu kornôg. Jezuz badeziet

<> Landivizio – Iliz :
>Gwerennoù n° 1 et 2. Chantele. Arvestigoù eus an Aviel
> E rouedadoù gwerennoù-livet difetis Deschamps, ar souflezoù zo taolennet enno sant Tivizio, sant Kaourantin et sant Alar, gant « Nicolas Mab » pe « L. Nicolas » (1864) (Mab da Yann-Loeiz).

<> Lokmelar – Iliz : chantele, tu diouzh an Aviel : gwerenneg o taolenniñ Buhez ar Werc’hez.

<> Sant-Servez – Iliz, kartoñsoù-prientiñ Yan’ Dargent :
> a-gleiz d’an aztaol (Lukaz, Yann, Pêr)
> a-zehou d’an aztaol (Mazhev, Mark, Paol)
> goueled kazel ar c’hreisteiz : oculus ar misionoù
<> Sant-Servez – Karnel, kartoñsoù-prientiñ Yan’ Dargent : sant Jozeb ha Gwerc’hez he Mabig

er-maez eus traoñienn an Elorn, da welet > https://pontchristbrezal.fr/29/nicolas-jl.htm