An istor e berr-gomzoù
Boazet omp da sellet Breizh hiziv evel un tolead distro, pell diouzh Europa-Rhenan. Abalamour da se e vez diaes deomp da empenniñ e oa bet Breizh, e dibenn ar Grennamzer hag e penn-kentañ an Amzerioù modern, e-kreiz an darempredoù kenwerzh en Europa ar c’hornôg.
Kavout a rae eno kantadoù a borzhioù (en o zouez Keriti, porzh kentañ en Europa e-pad un amzer) gant bagoù bihan a-vilieroù hag a rae ur c’henwerzh frouezhus en ur aochañ dibaouez a-hed an aodoù, eus Bro-Spagn d’ar mor baltek en ur dremen dre Vro-Saoz hag Izelvroioù.
Lec’hiet mat e oa Breizh etre broioù impalaerezh Karl V, da lavaret eo, etre an "Izelvroioù Spagnol" ha broioù ledenez Iberia, e penn kentañ ar XVIvet kantved. [1].« E 1533, war 995 lestr o eoriañ e Arnemuiden, rakporzh pennañ Antwerpen, e oa 800 lestr-marc’had o tont eus Breizh », hervez an istorour Alain Croix.
Antwerpen, e-kreiz Flandrez, a oa ur greizenn vras evit an denelouriezh (gant tud evel Erasmus pe ar mouler Christophe Plantin) hag al livouriezh flandrezat, kement-se aesaet gant pinvidigezh he bourc’hizien-marc’hadourien.
An oberenn
An darvoudoù istorel-se, lakaet en hon spered adarre, a ro tro deomp da deurel ur sell nevez ouzh an oberenn-mañ, bloazhiet splann eus 1517, tri bloavezh goude ma oa aet an dukez Anna da Anaon. Da skouer, e verzer doareoù-gwiskañ o tont eus broioù all : ur c’hoef, hervez luskad ar "manierouriezh" [2] hag ur boned gant un doupenn douget gant an den a-gleiz (Jozeb Arimatia ?).
Guillaume Durand, en e dezenn [3] a ziskouez mat an heñvelderioù niverus a zo etre an oberenn-mañ ha re a gaver el ledenez Iberia. Evit pouezañ war ar vartezeadenn-se e c’heller sellet pizh ouzh gwellentez ar mezherajoù flamank anvet "en coup de sabre" (plegoù kornek ha don) ha framm kemplezh an aztaol a ro da soñjal e c’hellas kizellerien ’zo, stummet e Flandrez peurgetket, en em staliañ e Breizh-Izel e-pad ur mare, sachet gant pinvidigezh vras parrezioù Leon d’ar mare-se.
An diverradennoù istorel-mañ a ziskouez deomp penaos an oberennoù arz a ya da ober merkoù kreñv evit hon istor. A-hend-all e plij d’un niver bras a dud da welet er skeudenn Mari-Madalen, e-harz treid Jezuz, dremm hon dukez Anna.
An dra-se lavaret, pep oberenn arz ma vez dellezek da wiskañ an anv-se, a chom UN oberenn, da lavaret eo, un oberenn hep he far ... Tremenet ur pennad souezh e c’heller empenniñ an oberenn-mañ eviti hec’h-unan, da lavaret eo, distag diouzh he c’henarroud istorel kentañ.
Ar framm piramidel hag al leurenniñ
G. Durand a bouez war aozadur gouiziek an unnek tudenn strollet el logell. E-lec’h ur steudad a-blaen (hervez giz ar Grennamzer) en deus ar c’hizeller lakaet tri steuñv disheñvel evit stummañ ur framm piramidel a zo e lein ar Groaz hag e ziazez liñsel ar C’hrist.
Diskouez a ra an dielfennadur un enebiezh graet a-ratozh etre linennoù a-serzh reut tudennoù ar foñs (ar Merc’hed Santel, Nikodem ha Jozeb Arimatia) ha linennoù torret pe gemmus er renk kentañ o kreñvañ lusk ar gouezhadenn hag ar c’hlemmoù.
Amañ ivez e weler daouarn un den (Nikodem ?) o komz ; e vizied-jod an eil war egile evel evit kontañ arguzennoù : da gentañ ; an eil ; d’an trede... hag a-us dezhañ, ur servijer gant ar gurunenn spern.
Tro-dro da gorf ar C’hrist emañ Mari-Madalen a zalc’h treid Jezuz ; Mari, e vamm, stouet warnañ ha, Yann a souten penn Hon Salver. Stummañ a ra o daouarn, gant brec’h ar C’hrist, evel ur vandrolenn. [4]. An arzour a ro deomp da empenniñ evel-se doueelezh an hini a zo amañ astennet divuhez.
Ha ni hag a zo o sellet an arvest-se hiziv an deiz emaomp dirak ar c’horf marv-mañ evel an tudennoù taolennet.
Hag emaomp war-dreñv evel an tri den en nec’h ? Hag emaomp oc’h arvestiñ evel an div vaouez o pediñ ? Hag emaomp o sellout a-bann outañ evel an den a gleiz ? Hag emaomp o prederiañ evel Mari-Madalen a ra koun enni eus un amzer ma oa leun a vuhez ar c’horf-se ?
An oberenn-se eviti hec’h-unan a dalv ar boan mont d’ober un tamm tro en uhelennoù Penn-ar-C’hrann.
[1] An dukez Anna a zimezas dindan sin gant Masimilian Habsbourg, arc’hdug Aostria hag impalaer Santel roman german, d’an 19 a viz Kerzu 1490 evit ma ne chomfe ket Breizh hec’h-unan-penn, pezh na viras ket Charles VIII da lakaat e grabanoù war ar Vro diwezhatoc’h.
[2] Ul luskad arz eus an Azginivelezh uhel ganet en Italia e-tro ar bloavezhioù 1520 hag a badas betek dibenn ar XVIvet kantved.
[3] l’Iconographie de la Déploration du Christ en Bretagne (XVe-XVIIIe siècles) - Skol-veur Roazhon 2, 1988
[4] Ur vandrolenn zo ur figurenn e stumm un alamandezenn ma vez skeudennet tud sakr enni