Ar gador-brezeg

Savet eo bet e XVII vet kantved. Adkempennet eo bet he liesliv e 2004. War pevar zu ar gibell e c’heller anavezout ar pevar Avielour taolennet en izelvos : sant Mark hag al leon, sant Yann hag an er, sant Lukaz hag an tarv, sant Mazhev hag an den.

An diskar-mouezh ma weler koulm ar Spered Santel warnañ zo skoret gant Moizez o taolenniñ an Testamant Kozh hag un den yaouank divarvek o taolenniñ an Testamant Nevez. Un ael e drompilh a zo a-us d’ar volz-to kinklet gant delioù kraban-arzh ha delioù derv. Ur banellig war ur foñs gwer zo enskrivet warni :
“[Beati] qui audiunt verbum dei et custodiunt illud.” (Eürus ar re a selaou komz Doue hag a vir outi / hag a lak anezhi e pleustr).
 
 
Ar font-badeziant

Ar gibell e kersantit a zoug an enskrivadur ANNO DOMINI 1612 S.MELAR. Klotañ a ra an deiziad gant ar mare ma voe lakaet Lokmelar da drev Sizun.

Douget eo an daez c’hwec’hkornek alaouret ha liesliv gant c’hwec’h kolonenn e fals-marbr o zogennoù korintek. Dindan ar volz-to eo taolennet, en izelvos liesliv, sant Yann o vadeziñ Jezuz e stêr Jordan. Sant Mikael o reiñ lamm d’an aerouant a valir ar volz-to gant delwennoù ar c’hwec’h Vertuz tro-dro dezhañ.