Iliz Lokmelar zo meur a zelwenn a dalvoudegezh enni bet savet a-hed ar c’hantvedoù.
 

An hini goshañ zo ur Werc’hez he Mabig, e koad. Ar Mabig sonnet en e sav, mousc’hoarzh damdreset ar Werc’hez, plegoù brastreset an dilhad ; ar genaozadenn dilusk-se a ro da soñjal emaomp dirak un oberenn eus ar Grennamzer, eus ar XV vet kantved moarvat.
 

Er c’hontrôl, war ur Werc’hez he Mabig eus ar XVIIvet kantved, e tu dehou d’an aoter, e weler diouzhtu al lusk er c’horfoù hag en dilhad, ar Werc’hez, ken seder he mousc’hoarzh, hag he Mabig a seblant bev-buhezek.
 

E traoñ an iliz ez eus ur Werc’hez a druez hag a zo moarvat an hini heverkañ. Ar Pieta-se, a orin flamank moarvat eus dibenn ar XVI vet kantved, a ginnig emzalc’h ar Werc’hez er glac’har degemeret don enni gant ur wirionded vras. Gouezet o deus an oberourien diskouez gant gwirion ha resister pinvidigezh an dilhad, korf boureviet ar C’hrist marv, ha spont ar Vesperbilder, [1] [2] [3] eus traoñienn ar stêr Rhin o deus awenet kizellerien ha livourien atalieroù Antwerpen hag an arzourien italian ivez.

Evit gwir, ur Pieta a Souab eus ar mare-se, miret en ur mirdi eus München en Alamagn, a ziskouez heñvelderioù gant Itron-Varia-a-Druez Lokmelar. Penaos chom hep ober anv eus ar c’henwerzh war vor, etre Portugal hag Izelvroioù, a oa dindan mestroni ar Vretoned er mare-se ?
 

Sant Melar


 

Sant Herbot

[1] Ar Vesperbilder kentañ a oa o fal da zegas ur stroñs fromerezhel hag ur spont sakr e-touez ar feizidi.

[2] Vesperbild - Vesperbilder e liester - : ger-ha-ger « skeudenn ar gousperoù », a ra dave d’un doare skeudenn gizellet bet ganet en Alamagn er XIVvet kantved. Ne gaver hec’h eienenn ikonografek e hini ebet eus an Avieloù santel. Setu e c’haller goulakaat ez eo ar patrom skeudenniñ-se frouezh ijin an arzourien hag o arc’hantourien.

[3] War-dro gousper eo, da lavaret eo, etre 4 ha 6 eur noz, e vije bet diskennet Jezuz eus ar Groaz. Mari a zo neuze e-harz ar groaz : Gwerc’hez-a-druez. Ar gousperoù, zo pedennoù kanet diouzh an abardaez hervez liderezh an eurioù.