Kador-brezeg iliz ar Merzher(29)
Ar gador-brezeg zo un dribunell dreistuhelaet e nev an iliz. Diwarni e c’hall ar beleg prezegenniñ ha bezañ gwelet ha klevet gant ar feizidi. Kent ar Sened-Iliz Trento (1545-1563) e veze lennet ar skridoù sakr ha klevet ar brezegenn diwar an dribunell a-us d’ar jube.
Erbedet e oa bet gant Sened-Iliz Trento lakaat ar feizidi da vezañ tostoc’h ouzh lid sakramant an aoter, ar pezh a zegasas an Iliz da staliañ kadorioù-brezeg e plas ar jubeoù.
Ar re-se, savet e-kreiz an nev, a roe an tu d’al liderien da vezañ an tostañ ar gwellañ ouzh ar feizidi pa gomze outo. Evel-se e oa deuet war-wel an darn vrasañ eus kadorioù-prezeg hon ilizoù e diwezh ar XVI vet hag e-kerzh ar XVII vet kantved.
En XX vet kantved eo, gant emdroadur ar sistem son, eo bet dilezet tamm-ha-tamm ar c’hadorioù-prezeg. Diwar-neuze al lider a gomz ouzh an dud fidel gant sikour ur mikro diwar ur marc’h-levr a zo er chantele.
Rannoù ar gador-brezeg
1. Ar gibell — Penn-elfenn ar gador-brezeg eo : un dribunell ront pe lieskornek m’ en em zalc’h ar beleg warni e-pad ar brezegenn. Kinklet e vez ar c’hostezioù gant panelloù kizellet ma kaver aliesañ ar pevar Avielour gant o arouezioù taolennet warno : Mazhev hag an ael (pe an den), Mark hag al leon, Lukaz hag an tarv, Yann hag an er. A-wechoù e vez taolennet arouezioù an tri Vertuz teologek : Ar Feiz, an Esperañs, hag ar Garantez.
2. Ar strad — Al lodenn e stumm ur bikernenn eilpennet a zo dindan ar gibell.
3. Ar skalier — Drezañ e c’hell ar prezeger mont d’ar gador-brezeg. Harp e vez ouzh ur voger pe tro-dro d’ur piler ha serret e vez ordin a-bep tu gant un dorig. Alies e veze kinklet e gostez diavaez gant panelloù kizellet.
4. Ar c’hein — Panell a-sonn lakaet en a-dreñv, etre ar gibell hag an diskar-mouezh. Peurliesañ e vez simpl-tre met lod all a ziskouez ur c’hinkladur hag a zegas da soñj eus ar gomz doueel evel ar parabolennoù a gaver en Testamant kozh hag en Testamant nevez.
5. An diskar-mouezh — Stel pe daez a dalv da gentañ da ziskar mouezh an hini a zo o prezegiñ war-zu an dud fidel a zo en nev. Koulm ar Spered-Santel, en ur C’hloar, a vez staget outañ peurliesañ a-us d’ar prezeger evit ma vo hemañ awenet gant c’hwezhadenn ar Spered doueel.
6. Ar soc’had — Elfenn ginklañ lakaet e penn an diskar-mouezh, an elfenn-se a c’hall bezañ ur groaz, ardamezoù ar Bibien, pe un ael gant e drompilh o aroueziñ diwezh an amzerioù hag an adsav a varv da vev.