Douget e vezont e prosesion a-gevret gant banniel ar barrez e-pad al lidoù bras, da Sul kentañ miz Here peurgetket, deiz ar pardon.
 

An hini koshañ zo eus ar XVIvet kantved. War an tu e voulouz ruz eus Genev emañ sant Pêr en un emzalc’h meurdezus, gantañ an diarenn hag un alc’hwez. En-dro dezhañ ez eus pevar ael soner. C’hwec’h abostol zo brodet e gloan war ar festonoù bevennet gant pempilhoù metal. Broderezhioù delioù ha bleunioù, galoñsoù arc’hant a glok ar c’hinkladur.
 

En tu enep, war ur voulouz glas-teñval emañ ar C’hrist war ar Groaz gant ar Werc’hez, sant Yann ha Mari-Madalen. Ar c’hwec’h abostol all zo brodet war festonoù al lambrikin.
 
 

Ar banniel, eus ar XVIIvet kantved, brodet e voulouz seiz ha gloan zo heñvel e dem ouzh an hini koshañ. Breskoc’h eo.

Anavezout a reer sant Pêr gant e alc’hwez war ur foñs okr ruz ha war ur foñs okr melen emañ Jezuz war ar Groaz gant ar Werc’hez ha sant Yann a-bep tu dezhañ. An dremmoù hag al lodennoù a weler eus ar c’horfoù zo e satin. Gloan gwer, melen pe du a zo implijet evit taolenniñ an douaroù. An daou du a zo marellet gant bokedoù bleunioù, arabeskennoù metal arc’hant pe gouevr gwriet gant kanetilhoù ha pailhour arc’hant.
 
Heñvel ouzh un niver bras a vannieloù eus Bro-Dreger, hini Brengoloù en o zouez, eo ar banniel-mañ gant e lambrikin dezhañ pemp feston. [1]

[1] Al lambrikinoù (lambrequin e galleg), didroc’het pe rannet e meur a feston ingal, a dalv da ginklañ traoñ ar banniel ha gwellaat e zalc’h ouzh an avel.