Porched Lambaol-Gwimilio

Anvioù all Michel, Mickael, Mikêl, Priñs an aeled
lec’h ha mare
Renabl En deiziadur roman
Arouezioù Eskell (a ziforc’h anezhañ diouzh sant Jorj), harnez, goaf pe gleze, giton, krog-pouez
Gouel Lidet e vez d’an 29 a viz Gwengolo ha d’an 8 a viz Mae ivez, deiz-ha-bloaz gweledigezh Menez Gargano en Italia er Vvet kantved.
Buhez, mojennoù, Buhezskridoù sent Breizh
Sant Mikael zo unan eus an tri arc’hael gant Rafael ha Gabriel. Kemer a reas penn arme an Neñv da stourm ouzh emsavadeg an aeled. "E anv a dalv kement ha "piv a zo evel Doue ?"
En em ledet da gentañ er Sav-heol gresianek, an enor rentet da sant Mikael a dremen d’ar C’huzh-heol war-dro ar 5vetkantved, goude gweledigezh brudet Menez Gargano, ur beg-douar eus mor Adriatik, d’an 8 a viz Mae 492, hag a vo skignet er Grennamzer dre "Mojenn alaouret" Jakez Vorajin.
Sant Mikael a zoug alies div askell, n’eo ket atav, evel e chantele Gwimilio e-lec’h ma kaver ur sant Mikael hep e eskell o reiñ lamm da Satan.
Dilhad sant Mikael a zo a bep seurt. Bez’ e c’heller, dre vras, o lakaat e tri rummad, hag a ya eus an dunikenn simpl afer, betek gwiskamant ar pezhioù-c’hoari, en eur dremen dre harnez-brezel marc’heg ar Grennamzer.
Skoed sant Mikael a zoug a-wechoù ar peder lizherenn HVHY (Hé Vau Hé Yod), ar peder c’hensonenn a ra anv hebraeg Yahve. Ar gizellerien a ra anezhañ peurliesañ un emganner dispont e servij an Holl-C’halloudek. E-giz armoù, n’en deus nemet ar c’hleze, savet er vann, pe ar goaf, sanket en aerouant, hag a-wechoù an daou.
Karget e oa ivez da ambroug eneoù ar re varv etrezek o flanedenn, ha da gemer perzh en o barnedigezh. Setu perak e lakaer a-wechoù etre e zaouarn krog-pouez ar justisour, an hini a bouez dellezoù pep hini.
Diverrañ diwar "An êlez en on ilizou" Yann-Pascal Castel - Minihi Levenez.

Sant Mikael zo unan eus ar sent enoret ar muiañ e santualioù Penn-ar-Bed.
Gwerz an Aotrou Sant Mikael Arc’hael
Paeron-Meur ar Gelted
Diskan
O Sant Mikael, Arc’hael benniget
Ni zeu da c’houlenn ho skoazell
Harpit ar feiz en hor bro garet
Sikourit an Iliz santel
Azeulerezh
Aspedet e vez evit stourm a-enep an Droug (an Diaoul) pe evit salvedigezh an Anaon.
Sant paeron an harzlammerien, an nerzhioù lu, ar varaerien, ar wastellerien, an iskrimerien hag ar varazherien eo.
Eil patron Bro-C’hall eo, ar Werc’hez Vari an hini gentañ.
E Bro-C’hall 62 gumun a zoug anv sant Mikael.
Lec’hioù ma vez enoret sant Mikael enno e traoñienn an Elorn
Gwimilio
> Iliz, font-badeziant : delwennig war an daez (koad derv, Atalier ar vordeadurezh, 1675).

Lambaol-Gwimilio
> Iliz, stern aoter Sant Yann-Vadezour : delwenn sant Mikael o reiñ lamm d’an aerouant (XVIIvet kantved.)
> Iliz, tal ar porched : Sant Mikael o reiñ lamm da Satan - Bastian Prigent XVIvet kantvet)

Landivizio
> Iliz, pignon su ar groazenn-iliz : Sant Mikael o reiñ lamm da Satan (Kersanton, XVIvet.)

Ar Roc’h-Morvan
> Iliz, jube kostez ar chantele, delwenn sant Mikael (koad lieslivet, XVIvet kantved)

Lok-Eginer Plouziri
> Iliz, kroazenn ar c’hreisteiz : delwenn sant Mikael (Koad lieslivet, XVIIvet kantved)

Lokmelar
> Iliz, chapel-vadeziñ, war-lein an daez : o reiñ lamm d’an aerouant (koad lieslivet, XVIIvet kantved)

Sant-Divi
> Iliz, gwerenn-livet ar chantele : daou daolennadur eus sant Mikael (XVIvet kantved)
> Iliz : Banniel sant Mikael

Sant-Servez
> Iliz, font-badeziant : delwennig war an daez (koad koaret, XIXvet kantved)