Ar garnel-se eus 1594 zo unan eus ar re vrasañ a gaver e traoñienn an Elorn hag unan e-touez ar re goshañ war-lerc’h hini Sizun. An talbenn tric’hornek hag ar c’holonennoù o togennoù kemmeskat a lak anezhi e doare an Azginivelezh.

An enskrivadur e brezhoneg a lavar mat he fal :

CHAPEL.DA .SA : ITOP : HA : KARNEL : DA : LAKAT : ESKERN : AN : POBL
Chapel da sant Itrop ha karnel da lakaat eskern ar bobl


 

E penn-kentañ an XXvet kantved e oa bet perc’hennet al liorzh-iliz gant tiegezh Lesguern, perc’henn kastell « Chef-du-Bois ». E 1925 e voe prenet ar c’hastell hag al liorzh-iliz gant tiegezh Rosmorduk a roas an iliz hag ar vered d’ar gumun, e 1978. N’eus nemet ar garnel a zo chomet perc’henniezh kont Rosmorduk.

Prenet e voe gant ar c’hont pa voe gwerzhet madoù an iliz da vare an Dispac’h Bras evit he lakaat e-kerz ar barrez. An abeg da-se ne oa ket deuet iliz Penn-ar-C’hrann da vezañ mad ar gumun pa voe disrannet an Iliz diouzh ar Stad e 1905.