Chapel-vadeziñ en iliz Tremaouzan
Diorroadur a-hed ar c’hantvedoù
E kantvedoù kentañ an Iliz e oa ar chapel-vadeziñ ur savadur savet e diavaez pe d’un iliz-veur pe d’un iliz ma veze badezet an dud en oad dreist-holl enni, dre soubidigezh, en ur piñsin-badeziant bras. A-hed ar c’hantvedoù e voe dilezet ar voazamant-se evit lidañ ar vadeziant dre sparfadur, en ur gibell a vent dister. Ar chapel-vadeziñ a vo, diwar-neuze, staget ouzh an iliz, pe lakaet er porched pe e diabarzh an iliz evel hiziv an deiz. Hogen eo bet miret he stumm heñvel ouzh hini ur chapel, ar maen-font / font-badeziant, da lavaret eo ar gibell-vadeziant enni.
Ar gibell-vadeziant
kibell doubl en iliz Logeginer
Penn-elfenn eus ar chapel-vadeziñ eo a gaver an dour benniget enni a servij da lidañ ar vadeziant. Er greunvaen, er c’hersanton pe er marbr e vez kizellet alies.
Ul lodenn vras eus ar c’hibelloù a gaver er XVI vet hag er XVII vet kantved a zoug war o diardro an enskrivadur e latin pe e galleg a dalv kement hag : "An hini a gredo hag a vezo badezet a vezo salvet". [1]
Lod eus ar c’hibelloù zo doubl : stag ouzh ar gibell vras ez eus unan vihanoc’h, anvet « piñsin », hag a dalv da zegemer an dour skuilhet e-pad ar vadeziant.
Ar stel
Ar stel, lieskornek pe ront e stumm, a zo dispartiet dre vras etre :
- Ul lodenn izelañ :
- Ur gloued : graet gant panelloù koad pe gant ur balustr (pe e mein pe e koad), pe ur c’hael-houarn. Dre un dorig e c’heller mont betek ar gibell.
- Ul lodenn etre :
- Ur golonenneg savet war ar gloued a skor an daez. Sent pe Vertuzioù (Pennañ pe/ha kristen) zo harpet o c’hein ouzh ar c’holonennoù-se.
- ul lodenn uhelañ : an daez a zo graet gant :
- Un intrados (an enkein : gorre dindan ar volz) gant koulm ar Spered santel pe sant Yann o vadeziñ ar C’hrist er stêr Jordan.
- Ur gouribl a zoug un daboulin lieskornek pe ront, delwennigoù tro-dro dezhañ, hag a c’hell taolenniñ : an Tad peurbadel, ar C’hrist salver, an ebestel, ar sent pedet er c’horn-bro.
- Ur volz kurunet a-wechoù gant ul leternig.
- Ur gurunidigezh hag a c’hell dougen ur groaz, ar C’hrist adsavet a varv da vev, un ael …
Adalek ar XVIII vet kantved eo bet skañvaet framm ar chapel-vadeziñ ha digoret etrezek diabarzh an iliz.
E Plouziri hag en Treoù-Leon ez eus peder c’holonenn o skorañ ur rizenn e stumm un hantergelc’h o tougen hec’h-unan troellennoù eilpennek. War ar gurunidigezh ez eus ur C’hloar, arouez ar bezañs doueel.
[1] Aviel sant Mark - 16,16