An nor-veur
Tro-dro d’ar c’hloz-iliz ez eus ur voger-dro e mein-benerezh kaer-meurbet. Evit mont e-barzh eo ret tremen dre ur volz-enor dolzennek war hantergelc’h gant tri leternig war he gorre hag ur skalier tro-dro dezhi.
Ar garnel
War ar chapel-garnel e c’haller lenn an deiziadoù 1677, 1686 ha 1687. Skoazioù ar pignon zo kinklet gant kornioù-chap troellennek, dezho ur stil klasel, tra ma’z eo gotek stil ar gargoulioù. An talbenn, diginkl, zo toullet gant un nor ha pevar frenestr gant pep a biñsin dour benniget outo.
Ar c’halvarioù
Savet ez eus daou galvar er vered.
Ar c’halvar kentañ zo etre ar volz a enor hag ar porched su.Merket ez eus war ar sichenn ez eo eus 1585, hag eus 1742 e tu-gin ar groazenn gentañ. Fichet eo ar fust ront gant skodoù. War ar groazenn gentañ ez eus div zelwenn gevellet. War an tu penn : ar Werc’hez ha sant Yann. War an tu-gin : sant Pêr, ur manac’h, ha war skoulm ar groazenn uhel, sant Sebastian dalc’het gant daou soudard.War ar sichenn ez eus un delwenn eus Mari-Vadalen o pediñ, damheñvel ouzh an hini a gaver e Penn-ar-C’hrann.
En tu all d’ar porched emañ an eil kalvar , a zo merket ez eo eus 1624 ; war ar groazenn e c’haller lenn an enskivadenn : « R : DORE : MA : FAICT ». An delwennoù a anavezer warno doare-ober Roland Dore. Dindan ar C’hrist war ar groaz ez eus un Itron-Varia a Druez ha tro-dro dezhi ar Werc’hez en tu kleiz ha sant Yann en tu dehoù. A-dreñv hag a-zioc’h emañ sant Derc’hen, paeron ar barrez. War ar groazenn e kaver sent anavezet mat e Breizh : a gleiz da zehoù, an dall sant Herve gant e heñcher Guiharan, sant Erwan ha sant Frañsez Asizi.