E kazel ar c’hreisteiz e kaver daou stern-aoter all, bet graet da vare hini santez Anna. Padal, ne c’hallont ket bezañ lakaet keñver-ha-keñver gant hemañ diwezhañ.
Stern-aoter ar Pemp-Gouli
Liammet eo ouzh ar fed ma oa ur genvreuriezh eus ar Pemp-Gouli er barrez. Graet e vez ivez « stern-aoter ar verdeadurezh » anezhañ ivez, peogwir eo bet savet moarvat gant Stalioù Merdeadurezh Brest. War lein emañ un uhelvos eus ar Christr o reiñ ar bennozh en ur zerc’hel ar voulzouar.E-kreiz, etre daou ael o terc’hel ur gurunenn vleuñv a-zioc’h e benn, emañ ar C’hristr o tiskouez ar goulioù en e gostez, e zaouarn hag e dreid.
Ar c’hustodoù-kostez a weler enno a-gleiz, santez Marc’harid trec’h war an aerouant, a-gleiz, ha sant Sebastian treuzet-didreuzet gant saezhoù, a-zehoù.
Stern-aoter ar Rozera