Ar c’heur

Fichet eo an div werenn-livet en ardreñv-keur gant koadajoù a c’hiz klazel bet savet e 1852. An aoter-vez garbet zo warni daou ael o pediñ hag un daolenn vodern gant kolonennoù tort a bep tu dezhi.

 

E krec’h ar c’heur emañ delwenn sant Derc’hen, patron ar barrez, hag hini sant Paol Aorelian.

 

 

 

 

 

 

 

Ar gador-brezeg (1673)

Ne gaver ket an avielourien nag an ael gant e drompilh war ar gador-brezeg evel ma weler alies.
Kinklet eo ar penton gant panelloù oberiet en un doare mistr hag a daolenn penn un ael e-kreiz ur c’hlasvez puilh.
Gallout a ra ar prezeger mont d’ar gador-brezeg gant ur skalier e aspledoù koad turgnet.