Hiziv an deiz ne van eus al liorzh-iliz nemet an iliz hag ar garnel. E 1832, abalamour da adkempenn kêr, e voe kaset ar vered er-maez eus Landerne.
Savet ez eus bet tiez war an dachenn dieub-se.

En deroù ne oa nemet ur chapel roman war an dachenn-se. Petra e oa neuz ar chapel-se war-dro 1200 ? Daoust ha savet e oa bet un iliz gotek
en he flas ? Pevare ha penaos e oa aet ar santual da liorzh-iliz ? Moarvat evel ma oa c’hoarvezet evit al liorzhoù-iliz a gaver e lec’h all.

Savet e oa bet e kroazhent an hentoù o kas da Gemper dre Zaoulas ha Plougastell, da lavaret eo, e diavaez Landerne d’ar c’houlz-se, e kreskas
betek ar XVIIvet kantved a-raok bezañ difoeltret en XIXvet kantved.
Bep ma’z ae Landerne war greskiñ e oa ezhomm ur vered. Daoust ma veze douaret an dud en ilizoù peurliesañ, e oa ret memes tra douarañ ar re
na oant ket bet badezet, an estrañjourien hag an ezhommeien ha moarvat ar re glañv evel ar gakouzien.

Gallout a reer klask adkavout e dres orin :
Plasenn Sant-Tomaz : Moarvat n’eus ket bet kalz a cheñchamantoù a-hed ar c’hantvedoù. Evel hiziv e oa al liorzh-iliz a-hed ar blasenn gant moger norzh an iliz enframmet er voger-dro. Gant ar garnel e ouzomp betek pelec’h ez ae ar garnel e tu ar c’hornôg ha gwelet a reer c’hoazh roudoù eus skor ar gloued war an talbenn norzh. Toull al liorzh-iliz a oa eta a-dal da borched an tour-iliz.

Evel e-barzh an holl liorzhoù-iliz, er c’hreisteiz pe er mervent d’an iliz, e tlee bezañ ur c’halvar bras pe vrasoc’h er vered. Ma’z eus bet anezhañ, ne van netra anezhañ. Sur a-walc’h ez eo aet da get e-kerzh an Dispac’h pe diwezhatoc’h e 1832. Gallout a reer soñjal e teu delwenn ar Werc’hez Pederez, lakaet war dalbenn an iliz, eus ar c’halvar-se.