D’ar 25 a viz Eost 1587 eo e roas Roland de Neufville, eskob Kastell-Paol, e asant da Alan a Boulbry, person Gwineventer, da ziazezañ trev Sant-Servez. Roland de Neufville a oa genidik eus Lambaol-Gwimilio hag eskob bras e voe eus 1563 da 1613, e-pad an disivoud a zeuas da-heul Sened-Iliz Trento.
Koulskoude, ne voe anavezet da vat Sant-Servez evel un drev nemet d’an 23 a viz Genver 1678, pa voe roet ar gwir da lidañ badeziantoù enni. Dav e voe gortoz koulz ar C’honkordad evit ma teuje Sant-Servez da vezañ ur barrez. En tu all d’an Elorn, betek an Dispac’h, ne oa nemet Plouziri a oa ur barrez anezhi.
En em ledañ a rae eus Landivizio da Landerne (Logeginer, ar Merzher-Salaün, ar Roc’h-Morvan, Penn-ar C’hrann, Sant-Juluan). An holl gêrioù-se zo deuet da vezañ parrezioù da goulz ar C’honkordad, war-bouez Sant-Juluan, a zo bet staget ouzh parrez Landerne.
1548 eo an deiziad koshañ enskrivet er vein e Sant-Servez. War sichenn ar c’halvar emañ.
An tour-iliz giz Leon zo dezhañ div gambr kleier lakaet an eil war eben. 36 metr uhelder e ra.
A-us da zor ar c’hornôg, dindan an tri c’hustod, e c’haller lenn war ar frizenn : d’ar 16 a viz Mae e voe staget … 1610.
War unan eus ar c’hleier : « Bet graet gant Guillaume … 1785 ».
War ur c’hloc’h all : « 1892 Y’D hag Annette Abherve », paeron ha maeronez ar c’hloc’h. Y’D zo berradur Yan’ Dargent.