Patron an iliz eo sant Tomaz a Gantorbery, eskob-meur Bro-Saoz ha merzher. Savet e oa bet ar santual-mañ war-dro 1200, e Landerne, kêrbenn aotrouniezh nevez Herve I a
Leon. Moarvat e oa broudet hennezh da lakaat ur merzher, aet da sant nevez a oa, da batron abalamour d’ar pezh a oa c’hoarvezet d’ar c’houlz-se.

E 1167 e oa bet trec’het e dad Gwioñvarch IV, beskont Leon, gant Herri II, Roue Bro-Saoz, a oa deuet da lakaat e fri en aferioù dukelezh Breizh, ar pezh a reas betek 1197.
E 1170 e oa bet drouglazhet Tomaz Beket, arc’heskob Cantorbery, dre urzh Herri II, dre ma oa a-enep d’e bolitikerezh evit lakaat e grabanoù war ar vuhez relijiel e Bro-Saoz.
Goude-se, e 1173, e oa bet lakaet Tomaz Beket da sant evel merzher.

 

Evit aotroù nevez Leon, lakaat ar sant-se da batron, goude ma oa bet lazhet gant roue Bro-Saoz, a dalveze diskouez e felle dezhañ en em zijabliñ diouzh beli ar Saozon war e zouaroù. Marteze e oa en e soñj ivez diverkañ an dismegañs a oa bet taolet war e dad pa oa bet trec’het e 1167 ?

Ar santual nevez, a lenner anv anezhañ adal 1218, a voe profet da abati Daoulaz (gant Gwioñvarc’h IV e oa bet savet an abati-se, e 1173) ha dont a reas da vezañ ur prioldi. Se zo kaoz e oa bet roet an titl a Briol-Person da bersoned Sant-Tomaz.