Un tres simpl zo dezhi : ur c’hloc’hdi-porched, un nev pemp treuziad dezhi, div gazell, ur penn-chantele plat gotek flammek, unan eus perzhioù an ilizoù er vro er XVIvet kantved.
Er c’hantved goude e voe lakaet pennoù-chantele giz Belmaner pe trizalbennek e-plas al lodenn vrasañ anezho.

Sellomp penaos eo bet savet tamm-ha-tamm.


 
An nev, gotek he stil, ne ouezer ket resis pevare e oa bet savet, moarvat en eil lodenn pe e dibenn ar XVIvet kantved.

 

Ar c’hloc’hdi-porched giz Bro Leon, bet savet etre 1607 ha 1630 a oa div c’harid ennañ er penn-kentañ. Daou c’hant vloaz goude e oa bet
forzh renevezet hag ouzhpennet an trede pondalez hag ar volz-toenn warnañ. Splann eo gwelet pegen disheñvel eo ar stil.

 

A-us d’ar porched war hantergelc’h gant ur begel-bolz deliek ez eus bet savet tri c’hustod pep a greskloar a-us dezho. Kavet e vez an tres loar-se, bet krouet gant Philibert Delorme e-kerzh an eil Azginivelezh C’hall, gant meur a savadur eus ar mare-se. Ne oa ket graet al logelloù-se da zegemer delwennoù. Padal, en iliz Sant-Tomaz e kaver delwennoù, en o zouez hini ar Werc’hez Pederez, e-barzh teir anezho.
 
 

 
E diabarzh ar porched avat eo chomet goullo an daouzek kustod a oa graet da zegemer delwennoù an Ebestel.
O vezañ ma oa ret kaout ur piñsin e toull an iliz e voe implijet al lec’h digor-mañ, hep trumell, da staliañ ennañ ur piñsin bras e mein kersanton ha kinklet gant ur gibell hirvosigek.
Ur pezh delwenn eus sant Frañsez Assisi, dilhad kordenner gantañ, zo bet lakaet war e volz, dont a ra e-giz-se da stouvañ ar c’hustod a gaver ennañ delwenn sant Pêr da gustum.

Diwar se e c’heller soñjal e oa bet divizet da vat, abred a-walc’h, paouez da sevel delwennoù abalamour ne oa ket arc’hant a-walc’h, pe c’hoazh, ne oa ket bet anv da sevel anezho biskoazh zoken.

A-us d’an nor-dal e weler ur c’hustod hag a zo chomet e livioù a orin gantañ, kempennet e-barzh ar voger. Perak‘ ta ? Den ne oar. Ar pezh a ouzomp, eno e oa bet, betek 1985, un delwenn goad dispar ha dibaot eus ar XVvet kantved hag a zo taolennet ganti ar Werc’hez en he gourvez. Bremañ emañ–hi er goudor e adkostez norzh an iliz. Komzet e vezo diwar e fenn diwezhatoc’h.
 
 
Ar chapel hag ar sekretiri a zo eus ar bloavezhioù 1668-1669. Pa vezer er-maez e weler splann ar juntr etre ar chantele hag ar chapel.
Sevel ur chapel pe meur a hini eus tu ar c’hreisteiz a veze graet pa veze ezhomm da vrasaat ur santual hag a oa erru re vihan.
Evit ar pezh a sell ouzh iliz sant Tomaz e oa dreist-holl un doare da zegemer an daouzek bennak a vreuriezhioù o doa choazet staliañ o sez enni.

En un doare-sevel simpl-tre ez eo bet savet pep tra, evel ar sekretiri a gord mat gant ar peurrest ken na weler ket anezhi eus an diavaez, daoust ma veze savet sekretirioù kinklet brav diouzh stil an Azginivelezh (Sizun, Bodilis) d’ar mare-se, pe diouzh ar stil barok zoken (Gwimilio, ar Merzher, Pleiben).