Ar garnel ma weler ar bloaziad 1635 war dalbenn an nor-dal oa bet savet e tu kornôg an iliz evel ma veze dleet. Gouestlet eo da sant Kadou, ur
manac’h kembreat deuet da Vreizh er VIvet kantved. Merzheriet ha lazhet e voe gant barbared pa voe distro en e vro c’henidik.
Toullet eo an talbenn pennañ gant pevar frenestr war hantergelc’h distaget an eil diouzh ar re all gant pileroù ionek (stil dibaot a-walc’h lec’h ma
kaver kentoc’h ur stil korintek pe meur a stil mesket).

 

Troet eo toull ar garnel war-zu ar reter. A-raok an nor a zo bremañ e oa unan gozh liesliv sur a-walc’h. A bep tu d’an nor e kaver div golonenn a zo
aet o fustoù da get en ur c’houlz dianav. Dre an nor-se e c’helle an dud mont d’al lodenn eus ar chapel m’edo an aoter enni.

 

En eil lodenn, dispartiet gant ur glouedenn, e veze lakaet ar relegoù. Roudoù an nor da vont enni zo bepred war ar pignon su.
Sklêrijennet eo ar garnel gant ur werenn vras he bannoù flammek er pignon norzh. War ar pignon kornôg e chom roudoù eus an nor all o kas war an diavaez. Toullet e oa bet en
XIX vet kantved pa voe lakaet ar garnel da ober an ti-annez.