Savet e oa bet e 1711 diwar zorn ar gizellerien eus Landerne moarvat, ha kavout a reer ennañ perzhioù ar c’houlz-se. Rak abaoe sened-iliz Trento, e-kreiz ar XVIvet kantved e oa deuet an aoter da vezañ poent kreiz an iliz tra ma oa kuzhet diouzh ar feizidi, a-drek ar jube, d’ar mare gotek.

Diwar sell doueoniel sened-iliz Trento ez eus bet lakaet muioc’h a evezh er c’hantvedoù da-heul, da gempenn an aoter, ar c’heur hag an aztaolioù. An aoter, dezhañ stumm ur bez gant ur gaer a c’hloar, a zo dibar eus ar c’houlz-se.
Dor an tabernakl, warnañ ar c’halir gant an ostiv a-us dezhañ ; an izelvosioù a zo taolennet binvioù al liderezh warno : an ezañsouer, doug-gouloù-koar, piñsin, an tabernakl a zo ur c’hloar warnañ hag a ra an dro d’an tric’horn a zo merket anv an Aotroù Doue en e greiz. Kement-se a ya da daolenniñ sakramant an aoter en un doare kaer. Taolennet eo katekizoù sakramant an aoter gant pevar izelvos : daou arvest eus an Aviel ha daou arvest eus ar Vezherenti.

Eus un tu e welomp skeudenn ar Goan Diwezhañ, en ur c’hinklaj gotek, hag eus an tu all, Jezuz o walc’hiñ treid Pêr, an diskibien tro-dro dezhañ.
An arvestoù a zegas soñj eus Komzoù an Aviel : (hemañ eo ma c’horf roet… ma gwad skuilhet…) [1] (mar em eus gwalc’het deoc’h ho treid, c’hwi a dle ivez gwalc’hiñ ho treid an eil d’egile… ar servijer n’eo ket brasoc’h eget e vestr) [2].

Gant taolennadur merzherenti sant Tomaz ha sant Bleiz e weler fealded an diskibien a-hed an istor. Graet hon eus anaoudegezh dija gant sant Tomaz a zo gouestlet an iliz dezhañ ; evit sant Bleiz, patron ar gordennerien hag an dailherien, hemañ a oa un ermit armenian hag a veve er IVvet kantvet. Puilh e oa ar « Gordennerien » (Un urzh relijiel savet gant sant Frañsez a Assisi) e Landerne, diwar se marteze e oa lakaet sant Bleiz da « eil patron » an iliz. War an izelvos ez eus merket pevare e oa savet an oberenn.
Gant delwenn an daou sant-se eo peurechu kinkladur ar c’heur tra ma’z omp kouviet da bediñ gant an daou ael e koad-rousinek.

Gant sened-iliz Vatikan II e oa bet lakaet tostaat muioc’h c’hoazh an aoter ouzh ar feizidi, diwar se eo bet savet an aoter diginkl-mañ na guzh ket kaer ar c’heur savet war-lerc’h sened-iliz Trento.

[1sant Yann pennad 13,13-16

[2sant Mazhev pennad 26, 26-28