An toulloù a welomp e mogerioù an nev zo kevioù klev, anezho listri pri poazh siellet eno evit lonkañ ar froumadennoù abalamour da wellaat ar c’hleved. Meur a
ganer ha meur a soner o deus remerket perzh-mat ar son en iliz-mañ.

A-drugarez da Loeiz Morvan hag e labour reneveziñ er bloavezhioù 1985-1986 ez eus bet saveteet meur a zelwenn ha gellet ez eus lakaat darn anezho muioc’h war wel.
War a seblant ez eo bet graet ar Werc’hez astennet, dindan ar memes kizell pe er memes stal-labour evel hini a weler war ar banell en iliz ar Merzher-Salaün pe er Folgoad, hag a zo eus ar bloavezhioù 1430. Bez ’ e vefe bet e Chapel an Aeled e 1795, a-raok kaout he flas e porched Sant-Tomaz. Da neuze e vije aet he liv a orin diwar wel.

 

 
 
Delwenn sant Yann Vadezour, graet er XVIvet kantved e mein kersanton, a ziskouez gant e viz « Oan Doue » douget gantañ war ul levr. Kavout a reer ar memes delwenn er Merzher-Salaün. War ar sichenn ez eus ur skoed palefarzhet, ardamez ur familh he doa div orin a-bouez.

 

Sant Sebastian, trede sant patron kêr Roma gant sant Pêr ha sant Paol, a voe merzheriet dindan ren Diokletian, war-dro 284. Lazhet e voe gant ur vazhadenn goude bezañ bet treuzet-didreuzet gant saezhioù. Patron ar soudarded eo ha war un dro e warez an dud diouzh ar c’hleñvedoù-red. Soñjal a reer e vefe bet savet delwenn Sant-Sebastian hag hini Sant-Charlez Borromeo er memes stal-labour e fin ar XVIIvet kantved.

 

Sant Charlez Borromeo (1538-1584), niz ar pab Paol IV, kardinal hag arc’heskob Milano, savet gantañ katekiz sened-iliz Trento, zo gwisket gant ar soutanenn, ar gazul-verr ha gant pelerinenn ar gardinaled.
Lakaet e oa da sant e1610. Gallout a ra ar gatekizerien hag ar gloareged aspediñ anezhañ. Patron Milano ha patron kenvreuriezh an ampezerien eo ivez, a veze kavet stank e Landerne. Adkavout a reer anezhañ en unan eus aztaolioù bras e Rumengol.

 

 
Santez Anna an Dreinded : diouzh eztaol dremmoù santez Anna, ar Werc’hez hag ar mabig Jezuz (XVII vet) e santer mat levezon skol Bro-Flandrez. Gallout a reer lakaat an delwenn-mañ keñver-ha-keñver gant daou stroll damheñvel e Malines e Belgia (1510) hag e Plegad–Gwerann e Bro-Dreger ( XVIvet).

 

Delwenn sant Erwan (war-dro 1250-1303), bet lakaet da sant adal 1347, patron Breizh ha patron ar vreutaerien. Adsavet eo bet e dog dibar.

 

Delwenn santez Barba (a zeuas er bed en Anatolia en IIIvet kantved) a zalc’h an tour ma’z eo bet bac’het ennañ gant he zad abalamour ma oa–hi kristen. Lakaat a reas toullañ un trede prenestr ennañ en enor d’an Dreinded santel. Merzheriet gant he zad, diwar se e voe skoet hennezh gant ar foeltr. Dindan he gwarez emañ paotred an tan, ar vinerien hag ar vengleuzierien.
 
 
 
 

 
 
 
 
Gant oberennoù all e vez santet santimantoù relijiel donoc’h. Delwenn sant Jozeb a eztaol he from en un doare bev-buhezek. D’an 19 a viz Meurzh e vez lidet e ouel, bet lakaet gouel-berz e 1621. Adal 1870 eo sant patron Iliz an Hollved, ouzhpenn bezañ hini an artizaned hag ar gilvizien.
 
 
 
 
 
 
 
 

Sant Jorj o teurel an aerouant d’an traoñ zo stag ouzh an doare kustum da daolenniñ an traoù. Sant broadel bro Saoz eo, sant patron kêr
Genova ha sant patron marc’hegiezh ar bed kristen. Adkempennet e oa bet an div delwenn-se e 1986.
 
Delwenn sant Nikolaz (250-343) : eskob Myr en Anatolia hag, adalek 1477, sant Patron Bro-Loren lec’h m’en doa graet d’ar vugale lakaet er charnell adsevel en o fezh.