An ael-mat a ren ac’hanomp. Pennskoueriek eo ivez eus arz barok an Adsav Katolik. Anv e oa da adsevel ar feiz kristen enep berzh an Disivoud.
E 1608 e oa bet lakaet e ouel d’an 2 a viz Here gant ar pab Paol V.
Gant an delwennou-se, savet tro-dro d’ar XVIIvet kantved, e weler splann eo stag iliz Sant-Tomaz ouzh al liorzhoù-iliz eus traoñienn an Elorn.
En nev e kaver ar c’hrusifi, eus dibenn ar XVvet kantved pe penn kentañ ar XVIvet kantved.
Stennet eo divrec’h ar C’hrist, krizet gant ar boan, pleget eo e zivhar.
A-zehoù, er c’hontrol, penn kosteziet Hor Salver a seblant e peoc’h.
An « Ecce Homo » : Emañ an Den-Doue o c’hortoz bezañ boureviet, gwelet a reer tres ar glac’har hag ar spouron warnañ, ar pezh a zo un doare koshoc’h da daolenniñ an traoù, tostoc’h ouzh enkadennoù ha nec’hamant ar bobl e dibenn ar Grennamzer.
Kenderc’hel a reer a-hed an Azginivelezh da daolenniñ an aon rak ar brezelioù, ar c’hleñvedioù-red hag an trubuilhoù stag ouzh ur maread poanius.