Lakaet e vezont war lein ar mogerioù a zo harpet framm an doenn warno. Bez’ ez int unan eus ar pezhioù pouezusañ a ya d’ober toennoù ilizoù ha chapelioù Breizh. Harp eo al lambruskoù ouzh an treustoù-se a zo tailhet en ur c’hard kef-derv.
Pa vezer e diabarzh ar savadurioù, en nev pe en adnevioù, e c’heller gwelet anezho. Plas a oa warno e-leizh d’ar vunuzerien, kilvizien, kizellerien ha livourien eus ar vro da grouiñ traoù diouzh o faltazi.
O vezañ m’ int lakaet uhel ha pell a-walc’h diouzh selloù an dud, e kaver un arz lies gant ar sablezennoù. Un arz poblek ha lec’hel, un arz gouiziek hag a-vaez-bro eo war un dro, a gaver traoù sakr ha disakr mesk-ha-mesk ennañ, traoù fin, milzin, eeun, ha rust war un dro, un tamm dizoujañs zoken.
Ar Roc’h-Morvan, An Treoù-leon ha Trelevenez peurgetket.
Awenet eo bet an imajerezh gant temoù kinklañ an Azginivelezh.
Dont a ra bleñchoù, anezho garlantezennoù kaeraet gant bleunioù ha frouezhennoù, er-maez eus genoù ar maskloù.
Al listri hag ar bokedoù, ar putti, anezho dremmoù magadelloù, deuet eus an arz Gres kozh hag adkemeret e penn-kentañ ar Quattrocento a-raok en em ledañ en Europa a-bezh betek ar mare barok.
An tres-mañ, e stumm ul « lêr troc’het » ma kaver dremmoù tud ennañ, zo ur skouer vat eus al luskad manieregezh en Azginivelezh a gaver e kastell Fontainebleau : Rosso Florentino (1494-1540) en doa graet ganto ha kavout a reer roudoù anezho diwezhatoc’h e broioù an hanternoz.