Ar garnel a ginnig ur savouriezh kempouezet brav a c’hiz an Azginivelezh, gant ar skoazennoù o skorañ leternigoù, an talbenn kinklet gant prenester dispartiet gant pileroù gouhinet, hag un nor hag a sach ar selloù diouzhtu. Gallout a reer renkañ anezhi e-touez an aridennad karnelioù brav-meurbet a gaver e traoñienn an Elorn. E Sizun emañ an hini goshañ, bet savet e 1585.
E Sant-Servez e tegas da soñj ar bloavezh 1643 eus darvoudoù istorel pouezus. Betek ar mare-se, hag abaoe penn-kentañ ar Grennamzer, e oa Breizh liammet dre vor ouzh an holl vroioù tro-war-dro. A-drugarez da-se e veze tennañ gounid eus an holl nevezentioù a zeue eus an Izelvroioù, Bro-Saoz ha Bro-Spagn. A-c’houde ar bloavezhioù 1550 o doa labouradegoù kastell Keryann kemeret perzh e savadurezh al liorzhoù-iliz ivez, hag adalek 1630 e teuas Brest da vezañ ur porzh-brezel gall bras, kilvizien, kizellerien ha livourien o labourat a-gevret ennañ. Roud an Azginivelezh a gaved padal en hon savadurioù abaoe ouzhpenn ur c’hantved hanter bennak, a-raok ma vije gwelet levezon Bro-C’hall enno d’he zro.

 

Istorourien an arz a blij dezho soñjal e oa bet savet dor karnel Sant-Servez, a-bep tu dezhi kolonennoù dorik o skorañ un talbenn tric’hornek, diwar skouer kastell bras Fontainebleau. E-pad an eil lodenn eus e ren en doa Frañsez 1 postet kalz arc’hant ennañ.
An nor zo moarvat unan eus arouezioù kentañ ar c’henlabour etre kizellerien merdeadurezh Brest hag ar gizellerien vreizhat : ur mare tonkus eo en istor arz liorzhoù-iliz traoñienn an Elorn.
Ur garnel eo ar savadur ma vez bodet eskern ar re varv ennañ.
Betek ar bloavezhioù 1700 e talveze an ilizoù da veredoù. Pa’z ae tud ar parrezioù d’an iliz ez aent, ma c’heller lavaret, war o bez war an hevelep tro. A-vareadoù e veze treuzkaset eskern ar re varv eus an iliz betek ar garnel.

 

Eus an eil parrez d’eben e veze disheñvel an doare da dreuzkas ar relegeier ha da bediñ evit an Anaon, ar pezh en doa roet tro d’ar veajourien c’hall, eus ar XVIIvet kantved betek an XIXvet kantved, da sevel danevelloù burzhudus pe estrenvanus diwar-benn hon c’hizioù kozh.
Ur « garnel-chapel » eo karnel Sant-Servez evel er pep brasañ eus liorzhoù-iliz traoñienn an Elorn. Dre Vreizh a-bezh e vez kavet karnelioù harp en iliz aliesañ, evel e Gwimilio pe e Dirinonn.

 

Liammet eo istor Yan’ Dargent ouzh hini ar garnel a oa deuet da vezañ e stal-labour, kinklet gant lod eus e oberennoù : e werenn-livet gentañ, ur murlivadur, santez Anna e stal-labour Nazareth.
Douaret eo bet tostik-tost d’ar garnel evel m’en doa goulennet a-raok e varv e 1899. Goulennet en doa e vije lakaet e glopenn gant re e dud-kozh, ha sentet e voe d’e vennadoù diwezhañ a-drugarez da labour vat e vab Ernest a bledas gant aozañ al lid-kañv. E 1907 e voe dispartiet klopenn an arzour diouzh e relegeier erfin. Ne voe ket graet hep diaezamant… ha goude an ofis, e voe lakaet e glopenn gant klopennoù all e familh.
E kazetennoù Pariz e voe deskrivet ar c’hiz-se evel un dra euzhus, peadra da entanañ spered an dud betek fin ar prosez e 1908, pa voe didamallet an daou damalled ; an aotrou ’n abad Guivarc’h hag Ernest, mab Yan’ Dargent.
Ken skoet e oa bet spered an dud gant an afer-se ma voe difennet an doare ober-se gant pennoù bras an Iliz.
Hiziv an deiz emañ bepred klopenn Yan’Dargent en e relegouer.