E Sant-Servez, eo anavezet mat Yan’ Dargent met arabat eo disoñjal Roland Dore. Kalvar Sant-Servez a oa bet savet e-pad al labourioù bras kroget e 1610, d’ar mare ma oa e barr he bleuñv stal-labour Roland Dore, mestr-kizeller bras e Landerne.
Daoust ma ne oa ket bet lakaet e anv war wel, evel ma oa bet graet war galvar Kommanna, ez eo aes, amañ, anavezout taol-kizell ar mestr. Ur bennoberenn eo an Itron-Varia a Druez (siwazh, difamet eo bet abalamour d’ur c’habell-touseg, a zo deuet da vezañ un dañjer evit savadurioù ar vro). Dre an delwenn-se eo diskouezet kaer skeudenn ar vamm o kinnig korf he mab.

 

Uheloc’h war ar groaz emañ an eskob sant Servez. Derc’hel a ra e alc’hwez ha gantañ e liamm sant Pêr ha sant Pol a bep tu d’ar groaz.
En a-dreñv eus ar C’hrist e kroaz ez eus ur « C’hrist ereet » kaer-meurbet. Sant Yann ha Mari zo gevellet gant sant Pêr ha sant Pol.
Ar c’halvar-se a zo bet savet war ur sichenn e stumm ur c’hub, kinklet gant pevar izelvos bloaziadet eus 1548 o skeudenniñ : ar skourjezañ, Jezuz kurunet gant spern, Jezuz o tougen e groaz, an dasorc’hidigezh.
En holl senennoù-se e weler splann levezon broioù an hanternoz, Bro-Flandrez ha Bro-Alamagn, evel war ar gwerennoù-livet, er Roc’h-Morvan da skouer.