Ne vez ket a-du an holl dud war an deiziad skrivet war skoazenn biz ar savadur : lod a lavar eo 1638, lod all 1688. En ur sellet a-dostoc’h
avat, e weler splann ez eo 1688.

Dre mont ha dont d’ur porzh-iliz d’egile, en dastumad-se, hon eus merzhet e oa tri frenestr er pennoù-chantele doare Beaumanoir, bet savet
en hanterenn gentañ ar bloavezhioù 1600, hag alies e oa bet stanket prenestr ar reter evit lakaat an sternioù-aoter en o flas.

E-giz-se emañ an traoù e Bodilis pe c’hoazh e Sizun da skouer.

 

Setu penaos, er pennoù-chantele a c’hiz Beaumanoir bet savet en eil hanterenn ar XVIIvet kantved, ne chome mui nemet ar prenestroù
kostez, evel ar pezh a gaver e Sant-Servez, e Lokmelar, pe c’hoazh en Dre-Nevez.

Kement-se a ziskouez ez eo 1688 an deiziad a zo enskrivet mat ha diskouez a ra ivez e veze heuliet emdroadurioù bras an arz betek
parrezioù bihanañ e Breizh.