Ar porched-mañ zo bet savet diwezhatoc’h, e 1749, ha simpl tre eo e stil.
Koshoc’h eo ar piñsin dour benniget kaer a zo e-kichen an nor (1681). Un oberenn savet gant Kristof Kerandel eo, oberiant-kaer e Leon en eil hanterenn ar XVIIvet kantved, hag ar chapel-vadeziñ a gaver e diabarzh an iliz ivez.