An hini nevesañ a zigor a-viziez en trepas a gas d’ar sekretiri. Giz an Azginivelezh zo ganti hag e adkaver evit ul lodenn ar memes kizelladurioù hag er garnel, evel an delfin ha re
all c’hoazh a zegas tresoù amerindian da soñj evel re Dremaouezan pe re jube ar Roc’h-Morvan.

Koshoc’h eus ur c’hantved eo an nor harp ouzh moger an hanternoz. Berzet eo bet ha troet war-du diabarzh an iliz dre ma’z ae he stad war fallaat. Ar panelloù arlivet koulz lavaret
diverzhet ha doare ober ar panelloù-kreiz a lak da grediñ ez int eus diwezh ar XVIvet kantved. Ur skouer ral eus un arz pobl diwar ar maez : emzalc’h reut, nebeut a ouiziegezh eus
korf an den, dremmoù diene.
Ar Werc’hez, skeudennet war lodenn greiz an nor, a zo bet graet diwezhatoc’h eget an hini a zo war ar panelloù-kostez ha kizellet gant un arzour all.

 

Dor harp ouzh moger an hanternoz