Trev Sant-Servez a zo deuet da vezañ ur barrez da vare ar C’honkordad goude ma oa bet diazezet ur chapel-vadeziñ enni gant asant person Gwineventer e 1677.

Ar maen-badez, evel piñsin dour benniget porched ar c’hreisteiz, a zo bet graet gant ar memes kizeller, war tu diavaez ar piñsin eo skrivet e latin : « qui credit et baptisatus erit salvus erit », da lavaret eo : « An hini a gredo hag a vezo badezet a vezo saveteet ».

 

 

Kael ar chapel-vadeziñ a zalc’h ar stel gant e c’hwec’h kolonenn roudennet. War ar rizenn ez eus delwennigoù : sant Paol Aorelian, patron an eskopti, sant Erwan ha sant Frañsez a Aziz, daou sant azeulet dreist-holl e bro Leon (daoust ma’z eo Tregeriad sant Erwan). Bez emañ ivez ar sent diwallerien : sant Rok ha santez Barba, hep ankounac’haat an arc’hael sant Mikael.
Un daolenn eus ar c’haerañ hon eus aze, a ziskouez donder mister ar feiz kristen a unvan an den ouzh Doue dre ar vadeziant, en ur zegemer anezhañ e lignez hag e kumuniezh ar sent.

E Sant-Servez, evel er c’hlozioù all, e weler bepred levezon Kuzul Trento gant e spered katekizel, zoken ma’z eo ar stel-mañ eus an XIXvet kantved.